Bro Euskadi : Batera evit ur « Strollegezh dibar he statud »

Abaoe ar c’hentañ a viz genver 2017 eo ar 158 kumun az a d’ober Bro-Euskadi an Norzh (an « Ipparalde ») bodet en ur gumuniezh kumunioù unvan. N’eus ket nemet teir c’humun euskarad pe dam-euskarad a zo chomet er-maez.

E 2017 e voe gwelet ar gumuniezh-mañ evel un araokadenn. Ne felle ket d’ar Stad sevel un departamant nevez diwar hini al Pireneoù-Atlantel hag e rekleme Euskariz o ensavadur dezho. Kavet e oa bet un diskoulm « etre » ha diwar-se e voe sioulaet an traoù er Pireneoù. Echu gant ar strolladoù « Departamant Bro-Euskadi » erru poent sevel ha reiñ boued d’ar gumuniezh tolpad-kêrioù Bro-Euskadi evit an Abertzaleed !

Met ur som he deus ar gumuniezh-mañ. Hag e fell d’an emsaverien mont pelloc’h bremañ. Setu perak eo bet adlañset ar strollegezh Batera hag a oa en ur vorvor abaoe 2017. E miz here e voe dihunet an traoù hag an dibenn-sizhun paseet e oa tolpet an emsaverien e Espelette evit an emvod-meur kentañ abaoe 8 vloaz.

Ha ne oa ket an emvod-meur-mañ evel hini chapelioù an Emsav : tud a oa hag, en o zouez, ur bern dilennidi ! An tri c’hannad eus Bro-Euskadi a oa di : Colette Capdevielle hag Iñaki Etxaniz eus ar PS hag an abertzale Peio Dufau eus EH Bai. Ar senedourez Frédérique Espagnac a oa e Espelette ivez, mui Jean René Etxegarai (Renaissance) prezidant maer Bayonne ha prezidant ar Gumuniezh Bro-Euskadi. Pennoù bras ar strolladoù politikel broadelour ha gall, ar sindikadoù a zo deuet en emvod-meur ivez evit reiñ o soñj.

Reklem a ra Batera e trofe ar Gumuniezh da « Strollegezh dibar he statud » diwar skouer hini Lyon ! Un devezh preder a vo aozet evit displegañ statud Lyon. Hervez Mercedes Graciet, anezhi sekretourez ar CFDT evit an Ipparalde, « e vefe gwelloc’h klask reklem hini Korsika ». Setu ar pezh a vo kinniget da ensavioù broadel ar CFDT gant ar rann Bro-Euskadi bepred. Gant ar pal e vefe douget ar reklem-mañ (evit Bro-Euskadi) e pep lec’h e Bro-Frañs gant ar « Central ». Betek e Breizh ?

Gant ar strollegezh emren e vefe moaien gounit gwirioù nevez evit an euskareg ivez. Hervez tud Batera emañ re an Ipparalde dindan Paris, Bourdel pe Pau pa vez anv eus ar yezh.

Hiziv an deiz n’eus ket nemet c’hwec’h tiriad hag a zo dibar o statud e-barzh ar republik gall : Guyane, Martinik, Mayot, Korsika, Paris ha Lyon.

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, International

E Bro-Euskadi, un dastumadeg levrioù gouestlet d’ar rannyezhoù euskarek

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi : Daou emsaver evit an euskareg dirak al lez-varn

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi an Norzh : evit ar wech kentañ ez eus muioc’h a vugale e klasoù divyezhek eget e klasoù unyezhek er skolioù-mamm

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Euskadi : un abertzale dilennet en Norzh

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Bilañs ar votadegoù 2024 e Bro-Euskadi : ar PNV war-gil, an RN war-gresk

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bro-Euskadi : emsaverien a-enep brokañ war ar madoù-leve serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bro-Euskadi : An emsaverien euskarad a ac’hub atant Olha o deus stanket ar stal Adam !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Ipparalde : skolioù divyezhek ac’hubet an eil war-lerc’h eben

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Ipparalde : un ikastola nevez e bro xarnegu

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky