Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Bro-Euskadi : An emsaverien euskarad a ac’hub atant Olha o deus stanket ar stal Adam !

Ar brokañ war ar madoù-leve ! E Breizh hag e Bro-Euskadi emañ ar brokañ-mañ en e uhelañ. Met e Bro-Euskadi eo ar baizanted a zo e penn ar stourm a-enep gwerzh an tiez d’an estrañjourion. N’eo ket memes kont e Breizh, siwazh…

E Saint-Pée-sur-Nivelle eo ac’hubet un ti, an ti Olha, abaoe miz even gant paizanted ar sindikad broadelour LAB hag emsaverien euskarad. Gwerzhet eo bet an ti-mañ evit 1,3 milion a euroioù, ar pezh a zo ker-ruz (div wech muioc’h eget ar priz istimet gant ar Safer). Ha war ar marc’had n’eo ket ar werzhourien tud baour pe ur vamm gozh benak, pell alese ! Ar familh Telleria an hini eo a zo perc’henn war an ti Olha, da lavaret eo ar re o deus ar stal pastezerezh “An ti Adam” ma vez fardet morlukennoù brudet e kreiz-kêr Saint-Jean-de-Luz ! Ur familh a vourc’hizien pinvidik neuze !

D’ar 15 a viz eost, o deus en em dolpet un tregont a dud dirak an Ti Adam e Saint-Jean-de-Luz gant ur giton skrivet warnañ “Ti Adam, morlukenn ar brokañ”.

Traktoù a zo bet roet d’an dud sachet o evezh gant an tolpadeg. Trouz a zo bet gant touristed hag annezidi Saint-Jean-de-Luz zo. Met dre vras eo bet sioul an traoù. Tremenet eo ar maer memes da doullañ kaoz gant ar vanifesterien.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International

Bro-Euskadi : un arched evit an euskareg dirak ti-kêr Briscous

Découvrir l'article

Social, Sociétal

Pays basque. Un collectif met la pression sur les acheteurs de résidences secondaires… mais ne pose pas les bonnes questions [Vidéo]

Découvrir l'article

International, Sociétal, Société

Pays Basque sud : le nombre d’employés bascophones multiplié par 7 dans le secteur de la santé

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic

Pornizh (Bro-Raez) : ha pemp savadur ouzhpenn evit ar re binvidik !

Découvrir l'article

Cyclisme, Sport

Tour de France 2023 : les dernières informations (basques) avant le départ

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Euskadi : teir hentenn dre soubidigezh nevez er skolioù publik

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Lojeiz en Euskadi : C’hoant en deus EH Bai “cheñch ren ar c’hoari”

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

+300% a daosioù ouzhpenn evit an eil-tiez e Bro-Gembre

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bak prederouriezh en euskareg : ur gopienn difaziet nemetken

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Il y a 127 ans le drapeau basque était hissé pour la première fois

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky