Iskis eo n’eo ket bet skarzhet c’hoazh eus ar savennoù Streaming : Police, ur film eus 1985 gant Gérard Depardieu, Sophie Marceau, Richard Anconina, Sandrine Bonnaire, Pascal Rocard, …. Gant Maurice Pialat eo bet sevenet ar film ha meur a César en deus bet, hini an aktour gwellañ paneveken.
Ur film a-zoare eo, a-fet teknik hag istor. Met ur film ha ne vefe ket posubl ken d’ober bremañ : emañ an enseller Mangin (Gérard Depardieu) o klask terriñ un trafikañ dramm en ur foetañ an toulloù-noz gant o breutaer (Richard Anconina) hag en ur c’hoari koukoug gant gwreg unan eus an drafikourien en deus serret. Setu aze un istor klasek eus ar romantoù du.
Met Arabiz eo an drafikourien. An holl anezho ! Ur vandennad a arabed, o zavarnioù, o fretioù eus bannlev Paris ! Hag a-hed ar film e klever komzoù « diseven » (ma n’eo ket muioc’h) en o c’heñver. O doare d’ober gant ar merc’hed, o zechoù fall, … n’haller ket lavarout muioc’h amañ met bremañ e vefe dibosubl lavarout traoù ken kriz pe realour, da bep hini d’ober e soñj.
War un dro n’eo ket sevenoc’h Maurice Pialat gant techoù fall ha feulster ar polis d’ar mare-se. Met se ne chifo ket « ar re a soñj mat », anat.
Ouzhpenn-se ez eo Police un digarez da welet ur film gant Depèrdiouuuu pa oa yaouank ha yac’h !
Police war Prime Video.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine