Gant ti-kêr Sant-Brieg e oa bet sinet live 1 an div garta evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg. E 2019 evit « Ya d’ar Brezhoneg » hag e 2021 evit « Du Galo dam yan dam vèr ». C’hoant en doa ar c’huzulier kêr Ludovic Le Moignic da vont pelloc’h avat. Setu perak en deus pedet an daou ofis da destenniañ e oa bet sevenet d’ar promesaoù sinet e 2019 ha 2021 ha lakaet, goude-se, ar c’huzul-kêr da votiñ sinadur al live 2. Evit an div garta ! D’al lun 26 a viz mae eo bet votet an engouestl gant ar c’huzul-kêr ha deiziataet d’ar 14 a viz even (dindan ar c’hoc’hu Georges Brassens) sinadur live 2 an div garta.
Panelloù ha levrigoù familh teiryezhek a zo e Sant-Brieg.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Sant-Brieg : Yao da live 2 an div garta !”
Il nous serait profitable d’avoir les dépêches traduites du breton au français dans les articles concernés. L’inverse ne me gêne pas du tout : en breton aussi dans chaque article en français.
Ainsi, je progresserai sans doute en langues vernaculaires porteuses d’histoire, d’identité et de culture.
Bien à vous et merci d’être !!!
Demat d’an holl ; Bravo da ti-kêr Sant-Brieg evit bezañ miret hon hengounioù brezhonek hag hon div yezh, daoust din-me da 65 vloaz eo diaes-tre deskiñ komz an div yezh-se ouzhpenn ar saozneg hag ar galleg, met reiñ a ra tro din da virout un empenn mat ha da ezteurel un distro d’am eñvorennoù bugaleaj ha d’am mamm-gozh a gomze brezhoneg ; ken nebeut (= sikour « troidigezh galleg-brezhoneg enlinenn »)