Emañ Langoned é vonet da sinañ live 4 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »

Publicité

‘Ba Langoned e weler brezhoneg skrivet un tamm partout : ar panelloù hent, asagnoù ar boutikoù, kemenadennoù an ti-kêr. Ha goût a ra brezhoneg plac’h ar vediaoueg ! Divyezhek eo ar skol bublik Jean Moulin ivez. Ha ‘ba añtre ar bourk eh eus ur voger livet get ur « pub » kozh e brezhoneg.

Kristian Derrien an hini eo hag a zo bet maer ar gumun etre 2000 ha 2020 en deus lañset an traoù kar paotr ar brezhoneg eo eñ.

N’eo ket mui paotr strollad Kristian Troadec (an « MPB ») e penn ar gumun ha padal e kendalc’h ar skipailh nevez get an erv boulc’het get ar maer kozh. Ar sizhun-mañ, da skouer, e vo sinet live 4 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg », da lâret eo ar live uhelañ get an ti-kêr. 30 obererezh a vo lakaet e pleustr !

Ur skouer e vo Langoned aveit ar c’humunioù arall a Vreizh-Izel !

Crédit photo : Gant GO69 – Labour an-unan, CC BY-SA 3.0, https://commons.wikimedia.org/w/index.php?curid=20076545
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Emañ Langoned é vonet da sinañ live 4 ar garta « Ya d’ar Brezhoneg »”

  1. T. Gwilhmod dit :

    Kuitaet o deus « Mignoned ar brezhoneg » a zo aozerien Gouel »Broadel » Breizh komun Langonned evit mont da vMellag.
    Perak ?
    Klevet em eus ez eo en abeg da wokelouriezh lod eus an aozerien. Dizemglev gant labourerien douar zo na felle ket dezho prestañ o zachennoù ken.
    Skarzhet e oa bet Emglev an Tiegezhioù hep displegadur skler ebet. Wokelouriezh enep kristen eta.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, VANNES

Gwened : sinet ar garta « Ya d’ar Brezhoneg » get ur gevredigezh studierion

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local

Ai’ta en deus roet « Disprizioù ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.