« Radio Naoned, plijadur bepred » eo ger-stur ar radio e brezhoneg eus Naoned. Met o selaou ar radio e-pad ur sizhunvezh a-bezh e komprener buhan n’eo ket ur radio evit ar brezhonegerien eus Naoned, ur radio a bropaganda wok ne lavaran ket, met ur radio propaganda e brezhoneg. Ha tout-se gant gweneienn ar Vretoned en ur mare m’eo ken berr an arc’hant evit ar bed sevenadurel breizhad.

Bemdez-c’houloù e vez klevet ar bropaganda woke war gwagennoù Radio Naoned. En abadenn Tarzh an Noz da skouer. D’ar 16 a viz mezheven e oa anv eus ar « feulsterioù revel » (17’56) gant ur sarmon tennet war-eeun eus dokumantoù ar c’hleizo-feminism eus an tu-pellañ evel just. D’an 13 a viz mezheven e krogas an abadenn gant ur reportaj war ar raktres europat BAGSKOL. Tanguy Philippe, kelenner e skol-veur Naoned ha brezhoneger, a zo e penn ar raktres-mañ. Ha deus petra vo kaoz ennañ ? Eus ar rasism, ar revelouriezh, an tuadur jener ha skeudenn ar c’horf evel just ! Gant Bagskol e vo « desket d’ar gelennerien komz eus ar sujedoù-mañ ». Hervezañ eo ret « sevel ur spered digor » hag all hag all. Hag ar sarmon a zo ken borodus all…

Ur raktres Erasmus+ KA2 eo ar rakstre BAGSKOL, da lavaret eo e vo lakaet 400 000€ a arc’hant european ennañ. Mui 14 500€ eus ar Seed Funding abalamour d’an Emglev EUniWell (ur seurt emglev etre skolioù-meur european).

Met estreget war Tarzh an Noz e vez avielet ar vrezhonegerien eus Naoned gant sarmonioù ar wokism santel, ar relijion nevez. « Kejadenn » zo un abadenn all produet gant Radio Naoned. D’an 30 a viz mae e oa anv eus un orin a sujed : an drag queened ! Setu un dra nevez aze !

Hag arabat klozañ ar pennad hep komz eus « Davet » ma c’hell pep hini komz eus ar pezh a zo mennet gantañ pe eus e « stourmoù ». Hag evel just ar stourmoù-se a vez atav deus ar memes liv politikel. E miz c’hwevrer e oa anv deus an davarn Dibar eus Roazhon « ouvert à touxtes » da skouer. A-raok e oa ar gevredigezh DIDA (D’ici et d’ailleurs) ur gevredigezh hag a souten ar repuidi evel just, hag a c’hellas displegañ e « stourm ».

Perak ar foeltr e vez dispignet arc’hant ar Vretoned evit arc’hantaouiñ seurt radio ideolojikel, politikel tra m’emañ ar bed sevenadurel o kreviñ ? Trawalc’h gant se !

Photo d’illustration : DR, Radio Naoned
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : un diskouezadeg war « Istor ar C’horan, istorioù european »

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, Religion, Société

Radio Breizh, radio ar Gouren !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Reiz-Direizh : hag un heuliad wokour ouzhpenn !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Diwokizomp bed ar brezhoneg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, International

Bro-Sveden : ur film war istor ar vro gant… aktourien du !

Découvrir l'article

Bains-sur-Oust, E brezhoneg, Local, LORIENT, QUIMPER, QUIMPERLé, VITRÉ

Dibabet eo bet Radio Kerne evit skignañ dre an DAB+ e teir c’hêr nevez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, MORLAIX

Radio e brezhoneg : Fidamdoue ! Arvorig FM a zo erruet e Montroulez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement

Anvioù an tempestoù/korventennoù : echu gant « Ian » ha « Fiona », bremañ e vo « Farrah » hag « Idris »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Ha pardonet ‘vo ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bro-Skos : Piv a vo e plas Nicola Sturgeon e penn an SNP ha Bro-Skos ? Kroget ar votadeg…

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky