Christian Troadec, maer Karaez, en doa savet a-du gant al liseidi Diwan ha diwar-se en doa en em fachet ouzh Loïg Chesnais-Girard ha Paul Molac. A-benn ar fin e oa ar gwir gantañ e-barzh afer savadurioù al lise Diwan. D’an 19 a viz even eo deuet prezidant ar Rannvro da weladenniñ al lise ha gantañ e oa deuet keloù mat : torret an dileurierezh servij publik (DSP) roet d’ar gevredigezh Ailes (foto), skañvaet ar feurm evit Diwan (160 000€ e-lec’h 230 000€) ha « sanktuarizet » al lise.
Adal miz gwengolo e c’hello al liseidi mont e-barzh ar savadur 5 en-dro hag adstaliañ o oaled ennañ. D’al lun 16 a viz even e oa votet ur mennad gant kuzul-kêr Karaez evit ma vefe sklaeret an traoù gant ar rannvro hag a zo perc’henn war al lise.
War a seblant eo bet komprenet mat gant Loïg Chesnais-Girard e oa teurt-kenañ an afer : ul lise rannet e daou, feurmerien berrbad mesket gant liseidi ha liseadezed er memes lec’h, a-raok ma vefe herberc’hiet poblañsoù all e Kerampuilh un deiz bennak ?
Danvezioù tarzh a oa aze ! Eüruzamant en deus Loïg Chesnais-Girard adkavet hent ar furnezh hag an avisted.
Gant Christian Troadec eo an diviz-se un trec’h rak paket en doa goude m’en doa embannet e felle dezhañ « pellaat diouzh ar muianiver rannvroel » abalamour da zoser ar lise. Ar mintin-mañ (20/06) emañ en e laouenañ ha c’hwerv e gomzoù ouzh Loïg Chesnais-Girard ha memes ouzh e gomper Paul Molac :
Diazezet eo brud vat Loïg Chesnais-Girard (rak brud vat zo gantañ e Breizh) ha hini Paul Molac war ar « siriusted » hag ar « barfeted ». Amañ n’eo ket bet sirius an daou zen ha savetaet eo bet o brud vat gant an trubuilhour Kristian Troadec !
Crédit photo : Diwan, pajenn Facebook Christian Troadec
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine