Ar c’hazetennoù o doa kontet penaos e oa bet sailhet war un Aquapark gant bagadoù hailhoned e Sarthe d’ar c’hentañ a viz gouere, deiz kentañ ar park dudi-mañ. Serret e oa bet kerkent an diazlec’h-dudi gant ar rener ken dipitet e oa.
Met ur bern arc’hant a oa bet lakaet en afer-mañ gantañ ha n’halle ket dilezel e embregerezh hag an dafar prenet evel-se. A-benn ar fin e tigoro ar park en-dro e Mansigné e su ar Sarthe. Galvet eo bet gant maer Mansigné ha pedet da staliañ e afer war bord lenn ar gumun ma’z eus un diazlec’h dija, gant pedaloioù ha bitrakoù e-giz se
D’an 12 a viz gouere e vo digoret ar park nevez ! Gant ma ne vo ket kelaouet re vuhan hailhoned ar Mans…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine