Gant an UNESCO eo bet lakaet an dekvloaziad 2022 – 2032 da « zeklvloaziad etrebroadel ar yezhoù henvroat ». Sachañ evezh war ar yezhoù henvroat ha broudañ ar bolitikourien d’ober war o zro eo pal ar c’houlzad-mañ. Evit kas war-raok an dekvloaziad zo bet krouet strolladoù labour. Gante zo bet divizet da gas da benn un enklask etrebroadel war ar yezhoù en arvar. 4 sujed a zo bet pleustret gante en enklask-mañ :
- An deskadurezh er yezhoù henvroat
- An treuzkas
- Statudoù ar yezhoù, o anzavadur ofisiel hag ar politikerezhioù lakaet e pleustr evit o saveteiñ
- Ar yezhoù er bed niverel
Betek fin miz gouere e c’hell an dud respont d’an enklask-mañ. Diwar ar respontoù e vo savet ur rentañ-kont gant an UNESCO war stad ar yezhoù henvroat hag erbedoù a vo embannet.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine