Etre ar 4 hag ar 6 a viz gouere e oa tolpet bed ar brezhoneg e Maner Kernod e Kemperle evit Gouel Broadel ar Brezhoneg (GBB).
Evel bep bloaz e oa bet pedet bugale eus ar skolioù divyezhek pe Diwan da ganañ, eilet gant ur strollad sonerien a-vicher. “Bugale GBB” e oa anv an abadenn-mañ. Lañset e oa bet ar raktres gant Jonathan Dour, ar soner brudet bras. Ur 130 bennak a vugale a zeuas en holl.
Gant ur vamm zo bet kaset da Vreizh-Info pozioù ar c’hanaouennoù kanet an deiz-se gant ar vugale. Ne oar ket mat brezhoneg ar vaouez-se evel ur bern tud eus ar skolioù divyezhek, met, o klask treiñ ar pezh en doa kanet he merc’h, e savas douetañsoù en he spered. Ha rezon he doa siwazh ! Lennit ‘ta :
Kanaouenn 1 :
LIBERTE EGALITE FRATERNITE (skrivet gant Claude Lintanf)
Ô lârit din ‘ta mignoned e peseurt bro omp amañ ?
Ha daoust ha bro Gwirioù Mab-Den a vije ‘vel a glevan ?!
Rak Liberté Egalité met ivez Fraternité
Lâret e vez, skrivet e vez met petra ‘dalv’ kement-se ?!
Na petra dalvez kement-se, ya pa ve serret an nor
Ha serret mat ha serret kloz da gement a c’houl’ digor!
D’ar re zo deuet da c’houl’ gwasket fuzuilhoù en o c’heinoù
Eskusit a vez respontet met n’oc’h ket n’hom faperioù !!
Ha ma vez’nt lazhet goude-se pa zistrofont en o bro
Ar Republik a vo divlam rak ‘oant ket ’n he lezennoù !!
Ha koulskoude ma mignoned, se vez lâret ha skrivet
En hon bro gaer eo vefe bet Gwirioù Mab-Den ijinet !!
Met Liberté, Egalité hag ivez Fraternité
Lâret e vez, skrivet e vez met petra ‘dalv’ kement-se ?
Eil kanaouenn :
Pardon ar Vugaligoù (war ton “Love is all” – skrivet gant Jean-Yves Plourin)
Dav eo dimp-ni bevo toud asambles
Ret da bep den kompren ‘n dra-se spis
Digorit ‘n dorioù frank d’an estranjourien,
Lârit dezhe tostaat ouzh an daol
Kentañ zo e(zh)omm eo un tammig karantez
Sachit war’r gordenn, lakit ar c’hloc’h da son,
Peogwir omp joaius ‘vo c’hoariet ‘pad ‘n de(iz)
Deuit ‘ta, deuit da gano ‘we !
Bezañ karet, bezañ karet
Bezañ karet, n’eo ket ‘n dra-se faota d’an dud?
O, n’eus ket e(zh)omm muioc’h evit-se
N’eus ket e(zh)omm mann ebet muioc’h evit-se
N’oc’h ket kontant ‘n em gavfemp amañ bodet
Da zañsal gae dindan an heol tomm
Ha daoust ma vefemp toud disheñvel
N’eus ket den o klask mont kuit
(hag all..)
Petra lavar gant se ? Ur wezh all e vez profitet gant gaochisted an Emsav ne oar ket hor yezh al lodenn vrasañ eus an dud a laka o bugale er skolioù divyezhek. Ur wezh all n’eo ket karantez evit ar yezh pe karantez evit ar vro a vez treuzkaset d’ar vugale dre seurt pozioù, karantez evit « Ar Re All », an « Estrañjour » santelaet ne lavaran ket.
« Ni zo sañset bezañ kelaouet deus petra zo kaoz er pozioù a gan hor bugale » eme ar vamm he deus kaset deomp ar c’hanaouennoù-mañ. Met marteze e kred ar c’haochisted e soñj tout an dud evelte ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine