Felger : dor an ti-kêr mazaouet, ur c’harr-tan taget “Justis evit Nael”

Fougères Tourisme Ille-et-Vilaine

Freuz ha reuz e Felger ! Mazaouet eo bet dor an ti-kêr d’an 28 a viz even tro div eur beure ha taget ur c’harr-tan a oa just e-kichen. Ur pavez a zo bet chetet ouzh dor servij ar c’hêraozañ hag a zo just e-tal mont-tre an ti-kêr, straed Sant-Leonard, ivez.

Ouzh ar c’harr-tan e oa bet taget “Justis evit Nahel”. Sklaer evel daoulagad an naer !

Ha neuze, piv en deus graet an taol ? Hailhoned pe gaochisted ? Gaochisted kentoc’h rak ma vefe bet ragoustailh e vefe bet devet ar c’harr-tan ha n’eo ket taget nemetken, anat.

E Felger ez eus ur vandennad a c’haochisted yaouank (bourc’hizien holl anezho) anavezet mat gant ar polis ouzhpenn-se…

Crédit photo : Clément Franz

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS