Mantret eo Euskariz zo gant skritell Gouel ar Werc’hez Wenn, ar gouel relijius eus Vitoria-Gasteiz, kêrbenn Bro-Euskadi (anavezet diwar an anv « Gouelioù an hini wenn » ivez) abaoe 1884. Gant un emsavourez wok Ania Saenz de Buruaga eo bet graet. Gounezet he deus ur genstrivadeg aozet gant melestradur ar gouel ha dibabet eo bet. War Berria e tispleg sklaer ez eo ur choaz eviti da vezañ graet ur skritell ma weler warni al « liesseurted ». Ha gwir eo eo « liesseurt » an tudennoù gant tud du hag arab dreist-holl.
Muioc’h-mui a estrañjourion a zo e Vitoria-Gasteiz, tud eus Amerika ar sud da gentañ evel e Bro-Spagn a-bezh met ivez Afrikaniz, Marokaniz, Aljerianiz ha Nijerianiz.
Setu perak ez eus ur raktres a greizenn ramzel (« macrocentro ») evit degemer are repuidi. Savet en ur glinikenn kozh eus bannlev Vitoria-Gasteiz e c’hellfe degemer etre 350 ha 1000 estrañjour bep bloaz, ar pezh ne blij ket da dout an dud, anat, betek e-touez emsaverien ar PNV.
Crédit photo : Ania Saenz de Buruaga/Ti-kêr Vitoria-Gasteiz
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine