Daoust da bep tra, Jaguar a chom gant e erv teurt

Kenavo patron Jaguar ! Roet en deus Adrian Madrell, patron ar saver kirri, e zilez abalamour da zisoc’hoù fall ar merk (-97,5 % en Europa e miz ebrel da skouer). Bed ar c’hirri-tan a zo en arvar diwar-benn strategiezh ar saver kirri : 100% tredan ha wokism da vat. Met Tata, ar c’hevuniad indian a zo perc’henn war ar merk, a zo o paouez embann e kendalc’ho gant e erv. Hervez Pathamadai Balachandran Balaji, penn-rener ar c’hevuniad, eo pozitivel-tre alioù an danvez-pratikoù.

Donald Trump, eus e du, a zo bet abegus e deod ouzh ar merk hag ar renerezh. Hervez prezidant an SUA eo un « dizeur » strategiezh wok ar merk ha mat pell zo.

Met forzh penaos eo prest Jaguar da goll 85% eus e bratikoù « kozh », hervez ar pennrener Rawdon Glover, kar gounezet e vo re all abalamour d’an tredan. Ar pal zo da « reneveziñ » an arvalien. Da lavaret eo dilezel ar re wenn, pinvidik hag arallreviad evit ar « minorelezhioù » ? Seurt ar re a weler er puboù a-vremañ da skouer ?

Ur model « krec’h ar skalfad » a vo lañset ar bloaz-mañ ha daou all a-benn bloaz. Wok ha bobo-ekolo e vo ar c’hirri-tan Jaguar hiviziken met ker-ruz ivez. Model krec’h ar skalfad nemetken a vo lañset gant ar merk bremañ ha ne vo ket a girri-tan «  »marc’had-mat » » ken, evel ma oa gwechall gant an X-Pace pe an XF hag a veze gwerzhet ur 50 000€ bennak.

Met en tu-all d’ar bed ne vo ket memes kont. E Sina, e vo disheñvel strategiezh ar merk. Ur c’harr-tan « klasel » (gant ur c’heflusker termek) a vo lañset a-benn fin ar bloaz : ar Jaguar XFL 90th Anniversary Edition Collector (un XFL hiraet eo). Priz : 32 000€, da lavaret eo, un netra evit ur c’harr-tan Jaguar. Met ne vo ket lakaet ar model-mañ war ar marc’hadoù european pe amerikan.

Crédit photo : Jaguar
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origin

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, International

Vitoria-Gasteiz (Bro-Euskadi) : Gouel ar Werc’hez Wenn hag e skritell « woke »

Découvrir l'article

Auto-Moto

La marque Jaguar en pleine crose : la marque centenaire victime d’un rebranding “woke” spectaculaire et désastreux

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, Sociétal, Société

Hellfest : ha setu polis LGBT ar soñjoù deuet d’ober he rous

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Radio Naoned, wokism bepred !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Naoned : un diskouezadeg war « Istor ar C’horan, istorioù european »

Découvrir l'article

International, Sociétal

Délire woke. Le constructeur automobile Jaguar se saborde, Elon Musk ironise [Vidéo]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Reiz-Direizh : hag un heuliad wokour ouzhpenn !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Diwokizomp bed ar brezhoneg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Insolite, International

Bro-Sveden : ur film war istor ar vro gant… aktourien du !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement

Anvioù an tempestoù/korventennoù : echu gant « Ian » ha « Fiona », bremañ e vo « Farrah » hag « Idris »

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky