D’al lun kentañ a viz gwengolo zo bet serret un Tunizian en ul leti eus kreiz-kêr Brest. Just a-raok e oa bet laeret un urzhiataer nepell ac’hane. Hogen, jeolec’hiet eo bet buan gant e berc’henn. En ul leti e oa. Gant an Tunizian. Galvet e voe ar boliserien hag a anavezent al labous : klask e oa war e lerc’h dija evit aferioù all, laeroñsioù dreist-holl : ur gartenn c’hlas, dilhadoù. Evel just e oa dindan OQTF, ur seurt medalenn eo evit tud a seurt-se.
Serret eo bet ha prezantet d’ar prokulerezh kerkent. D’ar 5 a viz gwengolo e vo barnet e Brest.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine