Manifestadegoù evit an Adunvanidigezh : Kafka e Breizh

Disadorn e oa ur vanifestadeg evit Breizh adunvanet e Naoned. Etre 250 den (hervez Ouest-France) ha 1000 (gouez d’an aozerien) o deus dibunet e straedoù eus hor c’hêrbenn.

Pell emaer eus ar miliadoù a dud a vanifeste gwechall evit an Adunvanidigezh. Mil abeg warn-ugent a zo evit displegañ ar « yenijenn »-mañ. Met unan a zo anat : Kafka a zo o chom e Breizh !

Disadorn e oa aozet ar vanifestadeg gant an tu-kleiz pellañ. Ur daou c’hant pe tri c’hant bennak a dud a zo deuet kar ur gwir urupailh eo deuet da vezañ an antifa evit ar Vretoned kar-o-bro « normal ». Ne fell ket d’an dud manifestiñ dindan bannielloù LGBT pe Palestinian pe ruz ha ruz, ‘m eus aon.

Div gevredigezh veur evit Breizh Adunvanet a zo bremañ e Naoned : Bretagne Réunie hag A la Nantaise, strollad Florian Le Teuff. Kasoni da varv a zo etre an div gevredigezh-mañ, ken n’haller ket ijinañ e vefe aozet ur vanifestadeg unvan gant an div.

Pa vez galvet da vanifestiñ gant an tu-kleiz pellañ e teu un dornad tud nemetken, evel disadorn.

Ma vez galvet da vanifestiñ gant an tu-dehoù pellañ e c’halvo an tu kleiz da vanifestiñ a-enep ar vanifestadeg.

Pa vez galvet da vanifestiñ gant ur strollad « neptu » (Bretagne Réunie lakomp) asambles gant ar bagadoù, ar c’helc’hioù keltiek, ar c’hevredigezhioù sevenadurel, ar skolioù divyezhek e vez embannet gant an tu-kleiz pellañ e vo kann ma welont « tud eus an tu-dehoù pellañ » en dibunadeg. Setu ar pezh a c’hoarvezas e 2017 ha nullet e oa bet ar vanifestadeg a-benn ar fin. Abaoe, ne teu ket mui ar familhoù da seurt degouezhoù, war aon e vefe paket ur taol fall gante.

Gallout a rafe emsaverien eus an tu-dehoù embann ne zeuint ket mui d’ar manifestadegoù evit an adunvanidigezh en ur spered patriot, evit sioulaat an traoù. Met profitañ a raio an tu-kleiz pellañ evit displegañ e vannielloù kanavedenn, pro-pal ha CGT e pep lec’h er vanifestadeg. Hag abalamour da se eo un dra sur ne zeuio ket ar vretoned « normal » ar bloaz war-lerc’h.

Evel e Bro-Skos e c’heller ijinañ e vefe aozet manifestadegoù dindan ur banniel nemetken : ar Gwenn-ha-du. Ha berzet ar bannielloù all. Met aze e vefe c’hoari gant strolladoù evel an UDB pe Strollad Breizh hag a blij dezhe kement displegañ o bannielloù er manifestadegoù.

Kafka e Breizh !

Aon ‘m eus n’eo ket warc’hoazh kentañ e vo ur mor a dud o vanifestiñ e Naoned evit an Adunvanidigezh. Stañket eo an Emsav. Ezhomm en deus a « normalder », diboezonet eus an tu-kleiz troet foll ha sekter.

Illustration : DR

[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Ur petision evit ma vefe cheñchet banniel Liger-Atlantel

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Hag ul levr benelour (all) e brezhoneg !

Découvrir l'article

A La Une, CARHAIX, International, Local, Société

Salon du livre de Carhaix : Les islamo-gauchistes se paient le militant Kabyle Ferhat Mehenni, président d’honneur

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Religion, Société

Pirc’hirined breizhad a zo erruet e Roma

Découvrir l'article

E brezhoneg, Football, Local, NANTES, Sport

Naoned/Roazhon : an FC Naoned a gas kemenadennoù war an « derby breton »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : 45 bandenn toullet, un den kondaonet meur a wezh dalc’het dindan evezh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Pornic, Société

Bro-Raez : Dibaper ha trafikour dramm, an estrañjour kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Naoned : ar servijoù kuzh aljerian o c’hoari ardoù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Environnement, Local, NANTES

Al Liger polluet c’hoazh ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un taol kontell evit ket ha netra

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky