E Klison, tud eus ur gêriadenn a zo holl asambles evit reneveziñ ur chapel, chapel an Templiers pe chapel ar Madeleine an hini eo. Gant tud eus ar Madeleine, ur c’harter pe kêriadenn er-maez eus Klison, e oa bet prezantet un doser d’an ti-kêr evit kaout arc’hant evit kas da benn ar chanter. 50 000€ a vo roet d’ar gevredigezh a-benn ar fin, pezh n’eo ket netra met, war un dro, n’eo ket kalz traoù kar eus an XIIvet kantved eo ar chapel hag ur bern labour a zo d’ober enni. En holl e vefe dav kavet 400 000€ evit adsevel anezhi penn-da-benn. N’eus ket toenn pe dost, goloet eo gant plantennoù, bresk eo ar mogerioù. Div wech e oa bet renevezet dija, 50 ha 40 bloaz zo, met abaoe e oa bet dileusket.
Evit ur c’homadiri eus paotred an Templ e oa bet savet. Distrujet e oa bet ar c’homandiri gant ar re C’hlas eus ar C’holonnes infernales e 1793 met chomet e oa ar chapel en he sav.
Illustration : Kêr gKlison via BCD
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine