Publicité

Emañ Emma Watson, aktourez Harry Potter o paouez lavaret ez eo « ur feulster a-enep ar re yaouank ar gwask (sokial) evit ma dimezfent ».

Ur vourc’hizez eo Emma Watson, bet ganet ha maget er Marais e Paris gant un tad hag ur vamm breutaerion o-daou. Kudennoù pikologel he deus (TDAH ha me oar c’hoazh) evel tout ar wokisted. 35 bloaz eo, chomet eo plac’h yaouank kozh (gant ur mor a eks- war he lerc’h evel just) ha n’he deus tamm bugel ebet.

E berr komzoù, Emma Watson zo ur wok : klañv he fenn, maleürus en he buhez personel, dizimez, divugel, difrouezh. Kar difrouezh eo ar wokism. Blaz ar marv a zo gant ar relijion-mañ. Ur wok zo toñket da chom difrouezh. C’hoant en deus ez afe e ouenn da get ha tonket eo e vuhez a-bezh da se.

Kasomp ni war-raok an enep-skouer : meuleudomp ar merc’hed hag ar baotred a zimez hag a ra bugale. Meuleudomp ar re a zesav o bugale e brezhoneg pe e gallaoueg. Youl ar vuhez eo kaout bugale ! Youl ar vuhez eo dimeziñ gant unan bennak ha bezañ fidel dezhi pe dezhañ ! Gloar ha joa d’ar re a ra bugale ! Enor dezhe ! Enor d’ar Vreizhadez a ra bugale hag a zesav anezhe e yezh ar vro ! Ar merc’hed-se eo gwir harozezed ar bobl.

Merc’hed e Breizh o deus graet ar choaz-mañ. Koupladoù breizhad o deus choazet da zimeziñ, da vezañ fidel an eil d’egile ha da sevel tiegezh brezhonegour ha kristen evit lod anezhe, ar re se a dlee servijout da skouer evit ar Vretoned yaouank.

Komzoù a varv a glev muioc’h-mui ar vugale a-vremañ : « arabat ober bugale, fall eo evit an hin », « arabat dimeziñ ha bezañ fidel, ur prizon eo », « perak ober bugale gwenn pa vez kement a vugale afrikan da advabañ ? » Forjomp, dre hor buhezioù, dre hor choazoù, un enep-skouer : dimezomp, greomp bugale ha broudomp hor bugale d’ober kement-all !

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Dimeziñ hag ober bugale !”

  1. Emglev An Tiegezhioù dit :

    Ha ra emezellint en Emglev an Tiegezhioù rak ezhomm zo eus ur rouedad tiegezhioù evit dont a-benn da deuzkas ar yezh, ar feiz hag an talvoudoù a ya d’o heul… https://emglev.wordpress.com/

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Sociétal

Oise. Un chasseur risque 30 ans de réclusion…pour avoir tiré sur des cambrioleurs en fuite

International

L’Oktoberfest victime de la police du vêtement : les décolletés jugés problématiques

Tourisme

Tourisme en Bretagne : une fréquentation stable, mais des retombées économiques en baisse

International

Comment la Hongrie a fermé sa frontière malgré les revers judiciaires de l’UE

Auto-Moto

Freinages fantômes : la Ligue de Défense des Conducteurs dénonce l’inertie du gouvernement

International

Libérations anticipées au Royaume-Uni : la suppression des peines IPP inquiète

Sociétal

Élever un gentleman au XXIe siècle : la politesse ne suffit pas

retraites

Social

Retraite : de plus en plus de seniors reprennent le travail, entre choix et nécessité

basque

E brezhoneg, International

E Saint-Pierre d’Irube (Euskal Herria), an euskareg lakaet ofisiel

Sociétal

Un philosophe distingue « réalisme racial » et « mémoire ethnique » pour repenser l’immigration

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : argadoù revel war bugale e kamp Maurepas ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : div lesbianez a vo barnet evit bezañ dilaosket o bugale

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Ur chadenn Youtube evit lakaat ar vugale da zeskiñ korseg

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.