Roazhon : argadoù revel war bugale e kamp Maurepas ?

Publicité

E Roazhon e oa ur c’hamp a repuidi en ur park eus Maurepas. 183 den, bugel, paotred ha merc’hed a oa o chom er c’hamp-mañ abaoe mizioù. Ar re-se a zo bet skarzhet ar sizhun tremenet zo gant ar CRSed. Ha strewet un tamm e pep lec’h e Breizh goude-se e lec’h kas anezho d’o bro orin. Da Felger da skouer ez eus bet kaset un dornad a « vinored digenvez » met n’eus ti ebet evit degemer anezho. Kevredigezhioù eus an tu-kleiz pellañ a c’halv an dud da vanifestiñ diriaou evit souten anezho ha reklem e vefent lojet e lojamantoù paeet gant Nicolas. Evit poent emaint er Formule 1 (paeet gant Nicolas) goude bezañ bet lojet el leti Campanile (paeet gant Nicolas).

Met un dra all a zo bet gouvezet abaoe fin kamp Maurepas : bugale o defe bet argadet war ar c’hamp ! Setu ar pezh a zo bet skrivet en ur rentañ-kont eus ur gevredigezh a souten ar repuidi (e galleg siwazh) :

« La question du logement a permis aux personnes sans logis de prendre la parole plus facilement que lorsque les AG sont plus fournies, parmi eux un français qui travaille mais dort à Maurepas faute de solution. Ras le bol des campements, des solutions au coup par coup, du petit tour au 115 et à nouveau, la rue. Une action mais cette fois-ci plus centrée sur les enfant qui subissent des agressions sexuelles sur le campement, se met en place. E doit rédiger un tract avec d’autres camarades. On verra cela à l’AG de rentrée; »

D’an 23/10 zo bet skignet ar rentañ-kont-mañ met d’an 21 e oa an emvod, neuze a-raok ma vefe netaet ar c’hamp gant ar polis.

Ha piv a dage bugale war ur c’hamp a seurt-se d’ho soñj ? Pelec’h emañ ar feministed hag an dud a stourm evit gwir ar vugale pa vez disklêriet seurt aferioù ?

Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Economie, Immigration, Immobilier, Local, RENNES

Setu loc’het « redadeg al lojamant » evit ar studierien (memes ar re eus an tu-kleiz) !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Insolite, Local, RENNES, ST-MALO

Roazhon : M’Bemba Guirassy ar marabout en deus tec’het kuit a-raok bezañ kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Le Rheu (35) : an ti-kêr a adliv ar gumun gant ar livioù LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES, Sociétal, Société

Pa vo berzet ar festoù-noz hag ar c’hrampouezh-silzig…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, RENNES

Roazhon : ur dibenn-sizhun wok ha nec’hus

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Politique, RENNES

RN : poent eo gwareziñ ar emsaverien evit gwir !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : skarzhet eo bet ar repuidi eus Carrefour 18

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Roazhon : un Eritrean kondaonet evit bezañ kontellet ur c’henvroad

Découvrir l'article

Ensauvagement, Justice, RENNES, Sociétal

Rennes. Une femme de 78 ans gazée et traînée sur plusieurs mètres

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Immigration, Local

Roazhon : repuidi skarzhet eus park Maurepas a zo bet kaset da Felger

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.