Sant-Brieg : div lesbianez a vo barnet evit bezañ dilaosket o bugale

Div lesbianez a vo barnet d’an 02 a viz eost evit bezañ bet dilaosket o bugale en o zi. Amezeien o deus galvet ar polis rak klevet e veze ganto bugale o leñvañ noz ha deiz. A-benn ar fin eo bet kavet daou vugel (1 ha 3 bloaz) en ti, laosket o-unan, o vevañ en o lous.

Adkavet eo bet ar vamm dinatur gant ar boliserien. Gant ur plac’h e oa o vevañ ! Hounez a oa aet kuit, memestra evit he vestrez hag he doa laosket ar vugale “d’un den all” hervezi. Met piv ? Den ne oar. Lakaet int bet dindan evezh barnerezhel da c’hortoz o frosez.

Ar paourkaezh bugale, eus o zu, a zo bet fiziet d’ar servijoù sokial.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS