« Friends of Dorothy »(e saozneg evel just) a zo anv ur c’helc’h diviz hag en em dolp en Dorothy Kafe, un tavarn kristen e Ménilmontant e Paris.
Ingal e vez aozet divizoù en tavarn-se. Gant « ur sell kristen » a-hervez. Da skouer e vez prederiet war an « ekofeminism hag ar gristeniezh« . Pedet eo bet Edwy Plenel en tavarn-mañ ivez ha kaozadegoù a zo bet war degemer ar repuidi e Calais. E berr komzoù : un tavarn woke gant ul liv kristen eo an Dorothy Kafe-mañ.
Ha setu perak ez eus bet aozet beilhadegoù war temoù ken dic’hortoz ha « kantikoù ar c’hantikoù pe ar c’houblad « hors-norme » », « ober anaoudegezh gant an teologezhioù queer ha lesbian », « petra eo jener Doue ? », « Santezed ha sent queer » ha reoù all ken direizh e-keñver al lezenn hag ar feiz kristen…
Petra ‘ri ?
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine