Pelec’h ez a ar c’houevr laeret un tamm e pep lec’h e Breizh hag e Bro-C’hall ? Marteze e vo kavet respontoù goude bezañ aterset ar pevar Jeorjian a zo bet serret e Gwiler-Leon gant an archerien dilun tremenet. En o samorell e oa 80kg a gouevr hag e oant o furchal war un dachenn brevez (e Pont Korff). Tud dibaper eo ar pevar c’hwilh ha n’o doa ket droad bezañ nag e Bro-C’hall nag e Breizh. Unan anezho en doa un OQTF ouzh e revr dija. Lakaet eo bet en ur c’hamp evit an estrañjourion dindan OQTF.
Met a-raok distreiñ d’o bro e vint barnet d’ar 26 a viz du e Brest.
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine