Normalamant e vez diaes o amzer servij e Korsika evit ar rektored akademiezh kaset gant ar gouarnamant d’an enezenn. Tud a benn eo Korsiz ha c’hoant o deus e vefe kaset war-raok o yezh en deskadurezh publik en desped da vellad 2 ar Vonreizh sakr (« Galleg eo yezh ar Republik »).
Ar pezh zo, Rémi-François Paolini, ar rektor a zo erruet bloaz zo, a zo korsad a-orin, gouzout a ra korseg ha fellout a ra dezhañ kas war-raok ar skolioù e korseg dre soubidigezh. Hag ouzhpenn da se ne fell ket dezhañ serriñ ar skolioù bihan er c’hêriadennoù war ar maez rak kompren a ra Korsika evel m’emañ.
E berr komzoù : ur c’hargadour hag a ra ur brav a labour ? E Bro-C’hall emañ paseet poent kastizañ anezhañ !
Trouzioù zo en enezenn e vefe kaset war ur post all a-benn nebeut. Hervez Corse-Matin e oa graet e stal memes dimeurzh trememet kar ne blij ket da jakobined Paris ar pezh a ra evit ar c’horseg. Diriaou tremenet zo bet votet ur mennad diwar vall gant Breujoù Korsika evit reklem e vefe dalc’het en enezenn. A-unvouezh eo bet votet ar mennad. Hervez Jean-Martin Mondoloni ezel eus « Un Soffiu Novu » (ar strollad eus an tu-dehou) ez eus bet daou rektor a-zoare e Korsika e-korf tregont vloaz. Hag unan anezho a zo Rémi-François Paoloni ».
Evel ar gaochism eo ar jakobinerezh ur c’hleñved spered ‘m eus aon. Rak petra a zirenk minister an Deskadurezh-Stad ? E vefe sioul an traoù e Korsika ha laouen an dud gant o rektor ?
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine