Emañ ar djihadisted dirak Bamako, kêrbenn Bro-Vali. Ma teu a-benn ar strollad islamour da dapet gounid war ar paourkaezh arme Malian e vo savet ur stad islamour/djihadist en Afrika du. Ha goude ar Mali ez eus forzh riskloù e kouezhfe ar gouarnamantoù eus Burkina Faso hag eus an Niger da heul. Bresk eo ar broioù-se ha ken bresk all o gouarnamantoù. Betek-henn e oant o-zri dindan askell Bro-C’hall hag a gase e soudarded eno pa troe re fall an traoù. « Frañsafrik » a veze graet eus ar bolitikerezh-mañ met arabat krediñ ar pezh a vez lavaret gant an tu-kleiz diwar-benn ar Frañsafrik : paneveti e vefe tarzhet meur a vrezel kriz en holl vroioù dindan levezon Bro-C’hall. Mod-se emañ. N’o deus ket kavet o stabilded c’hoazh ha marteze biken ne kavint anezhi.
Meur a wezh e oa bet galvet ar soudarded c’hall gant ar gouarnamantoù o ren he n’eo ket Bro-C’hall az ae eus he fenn hec’h-unan. An operasion Serval e voe unan an hini diwezhañ eus an operasionoù-se. Panevez Servane (ha neuze Epervier, ha neuze Barkhane) e vefent kouezhet en o foull ar gournamantoù ha lakaet d’o plas ur c’halifa dijadist.
Met ar bloavezhioù diwezhañ e soñjas ar juntoù eus Mali, Burkina ha Niger e oa arruet poent achuiñ gant amzer ar Frañsafrik ha skarzhañ an arme c’hall eus o broioù. Brav ! Barkhane a gouste 1 millard € bep bloaz da « Nicolas ». Ma soñje ar gournamantoù e oant arruet bras ha solut a-walc’h evit ren o aferioù diabarzh o-unan e oa gwell a se evit tout an dud !
Met evit gwir lavarout o doa ar juntoù c’hoant da cheñch mestr, tra ken. Piv e vefe o mestr nevez ? Rusia evel just ! Met ar wech-mañ e vefe, da nebeutañ, ur « breur bras » o defe choazet.
E Burkina e voe lakaet ar vro dindan askell Bro-Rusia nevez hag, war un dro, e vo « superstarizaet » ar c’habiten Ibrahim Traore, penn bras ar junte. Ha war ar rouedadoù sokial setu videoù graet gant an IA o vleuniañ. Videoioù ma weler ar C’habiten Traore gourc’hemmenet gant ar bap Leon XIV, ha kannet e c’hloar gant Beyonce, Justin Bieber, Eminem, Rihanna, hag R. Kelly hag o defe graet pep a gannaouenn da dTraore,
Gaou penn-da-benn evel just met ne viras ket ouzh milionoù a dud da adkskignañ ar videoioù-mañ. Dreist-holl er broioù m’emañ Afrodiskennidi o chom, da lavaret eo e Bro-Amerika hag en Europa. Setu kavet gante o Zhomas Sankara pe Nelson Mandela nevez !
Siwazh dezhe, emañ Traoré oc’h ober kazeg en e vro. Emañ ar djihadisted o vont war-raok er Burkina ha ma tro fall an traoù er Mali e vo ar Burkina ar vro gentañ da heul. Kaer o deus trolled ar Burkina (pe Rusia pe eus ar 9-3 marteze) fardañ videioù ma weler ar « poellgomzer kentañ 100% Burkina » pe an « traktourien produet gant ul labouradeg ramzel hag ultra-modern eus ar Burkina », chom a ra ar vro-mañ unan eus broioù paourañ ar bed hag unan eus ar re warlerc’hietañ.
N’eo ket Afrikaniz eus Afrika ar re washañ ‘fet prezantiñ un Afrika c’halloudel, virtual penn-da-benn war ar rouedadoù sokial, Afrikaniz eus Europa ne lavaran ket. Ha n’o deus ket mez ! Seul sotoc’h, seul dibosuploc’h, seul gwelloc’h ! An Aljerianed zo un tamm heñvel : er mare-mañ e weler muioc’h-mui a videoioù graet gant an IA ma weler enne metro Aljer, propik ha tout, an arme Aljerian gant misiloù flamm-flimmin hag a c’hellfe distruj « forzh peseurt enebour » (=Maroko pe Bro-Frañs) en un tennad, ekipemantoù nevez-flamm e kêrioù war ar maez deuet da vezañ baradozed war an Douar. Ur bed virtual amañ ivez, graet gant an IA. Met e Europa e vez diskenidi aljerianed zo o tridal gant se. O krediñ ‘ba se.
Kuitaet he deus Bro-C’hall, tachenn ar Sahel ? Hemañ zo vont da gouezhañ e chakod Al Qaeda a-raok pell. Daoust da Voskou, daoust da Wagner Istra (bremañ) pe Afrika Corps, an embregerezh rusian nevez. Evit Bro-C’hall e talv e vo ul lañvad a repuidi nevez o tont eus ar Sahel da Vro-C’hall hag ur ramzel a dakad hag a droio da galifat djihadist, seurt Stad Islamour mod Al Qaeda ar wech-mañ. Ac’hano e c’hello strolladoù djihadist tagañ Europa. Ha n’eo ket gant superarozed ar Wakanda pe ar vidoioù IA o kanañ gloar da Ibrahim Traoré e vo savetaet ar poblañsoù eus sabrennoù an Islam djihadist.
Me a glaoustrfe a-walc’h e tleo c’hoazh deiz pe zeiz an Arme C’hall en em emellout eus an afer evit lakaat an traoù en o reizh er Sahel…
…Dindan an uh hag ar c’hri eus an tu-kleiz hag eus an afrodiskennidi eus Bro-C’hall evel just !
Illustration : kont twitter Ibrahim Traoré
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine