Spontet e oa an dud e Sant-Kouloum, e Bro Sant-Maloù, d’ar merc’her 12 a viz du pa weljont ar stal RS Motoculture. Distrujet e oa bet ar gloued a 800kg hag ar prenestr-stal. E-kerz an noz o deus fardet tri den warne gant un c’hamion-maout, diskaret an eil ha drailhet egile. Goude-se o deus karget ostilhoù jardrinañ, un daou-ugent bennak en holl memestra, ha kuit. Dic’harzherezioù, heskennerezioù, distrouezherezioù, kement tra a zo aet gante !
Ha n’eo ket stal-jardrinañ Sant-Kouloum ar stal nemetañ a zo bet « gweladennet » e-pad an noz e Bro Sant-Maloù : pevar all a zo bet laeret e Sant-Meleg, Komborn, Sant-Yowan-an-Havreg, … . Met serret zo bet ul laer hag adkvavet an ostilhoù gant an archerien peuzgoude, tro 6e beure ! Meur a laer a oa hervez ar c’hameraioù-eveshiañ, ar pezh a dalv ez eus c’hwilhed war-dec’h c’hoazh.
War-dec’h e Breizh pe pelloc’h er reter pe er su, anat deoc’h !
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..