Liger-Atlantel : poliserien faos, Al Pacino faos met termajied wir ha gwir laeron !

Publicité

An Durbal, Pornizhan, Sant-Mikael Keveger, Gwerzhav, Goueled-Goulen, niverus eo ar c’hêrioù eus Liger-Atlantel m’he deus graet he reuz ar vandennad-mañ. Tri den. An tad lesanvet « Al Pacino », ar mab hag an niz/kenderv (« boesonour ha drammet » hervezañ). Pep hini a zo bet kondaonet 20 wech d’an nebeutañ dija. Termajied int, o vevañ tro Naoned.

E kreiz 2022 ez aent da welet tud kozh eus Bro-Naoned, gwisket evel poliserien, gant kartenn-vicher, brec’henn hag all. Goulenn a raent ganto ma oa bet laeret traoù diganto ha, tra ma veze ar re gozh o kontañ o bravigoù, e raent o fri-furch en ti, ur sac’h en o dorn. Kirri-tan a zo laeret ivez, digant tud kozh atav !

D’an 11 a viz eost e lammas an tri faotr gant ur vaouez a 83 vloaz evit laerañ ur maen-prizius hag un dro-goûg diganti.

A-benn ar fin e vint tapet gant ar boliserien goude ul laeradenn ouzhpenn. A-hed an imbourc’h e klaskas an tri forban c’hoari ar re sot, evit bezañ kaset d’un ospital psikiatrek. « Al Pacino » a’n em bisas warnañ tra ma oa aterset gant ar barner zoken. En aner. Hervez ar vedisinerien, n’eo ket skañv o spered.

D’ar c’hentañ a viz meurzh int bet kondaonet da bemp bloaz a doull-bac’h gant lez-varn Naoned.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Politique

Emrenerien war ar renk er votadegoù sened e Penn-ar-Bed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société

Enkadenn e Diwan : respont ar c’huzul-merañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Santé, Société

Harz d’an eksizion er broioù gwenn !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, LORIENT

Gavr (Bro an Oriant) : sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get ar gevredigezh Tolpiñ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Religion, Société

Riposte Catholique zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

AURAY, Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine

Brec’h a gas àr-raok ar berton !

Découvrir l'article

Immigration, International

Helen Ogbu, Nijerianez, maerez nevez Galway/Gaillimh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Sociétal, Société

E Liger-Atlantel 4 skolaj zo vont da cheñch anv evit « an ingalded merc’hed-baotred »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, NANTES, Société

Mizvezh an LGBT e skolaj Diwan Liger-Atlantel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.