Blaen (44) : daou Vonnie and Clyde serret war un droterez

Daou grennard, ur paotr hag ur plac’h, a oa o trotal war un droterez tredan d’ar gwener 14 a viz du e Blain. E-korf un nebeut munutennoù o deus graet tout an traoù difennet a c’hellent ober war an hent : tremen pa oa ruz ar gouloù, kemeret straedoù en tu-fall, darbet zo bet dezho stokañ ouzh otoioù, ur gwir road movie mod krennarded aze ! A-benn ar fin eo bet serret an daou Vonnie ha Klyde a Liger-Atlantel gant an archerien rak dañjerus e oant evito hag evit ar re all.

Buan e komprenas an archerien e oa an daou yaouankiz-se daou vinor. Paotr ha plac’h. 14 ha 16 vloaz. Ha war dec’h !

N’eo ket bet aes serriñ anezho rak n’o doa ket c’hoant chom a sav ha kunujennet o deus an archerien !

O furchal e-barzh o fichennaouegoù o deus kavet ar soudarded e oa bet distrujet pezhioù arrebeuri kêr e Melereg-Breizh d’an 11 a viz du. Gwaskedoù bus, gwerennoù a oa bet drailhet gant daou grennard. Daou grennard hag a seblante bezañ heñvel ouzh an daou c’hwil tapet e Blaen.

Kenderc’hel a ra an archerien gant o enklask met gallout a rafe an daou labous bezañ barnet evit afer Melereg ivez.

Illustration : Tapadenn skramm pajenn Facebook ti-kêr Fay-de-Bretagne
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Châteaubriant, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Liger-Atlantel : ur barrad a diez ha kamionoù laeret an dibenn-sizhun-mañ !

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Local, NANTES, Santé, Société

Blaen (44) : ar bredospital Epsylan en arvar

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Blaen (44) : ar penn boeson aljerian a chomo en toull-bac’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

Blaen (44) : an Ejipsian dibaper argaset… d’e lojeiz nemetken !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Panelloù divyezhek brezhoneg-galleg e Blaen (44)

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky