Blaen (44) : an Ejipsian dibaper argaset… d’e lojeiz nemetken !

immigration

Diouzhtu-dak ! Evit ur wech ne chomas ket etre daou soñj lez-varn Naoned : urzhiet en deus e vefe argaset diouzhtu-dak un Ejipsian a oa o chom en ul lojeiz evit ar repuidi e Blaen (44). Abaoe pell e oa o chom e-barzh ar ranndi merret gant ur gevredigezh ha ne oa tamm rezon ebet evit ma chomfe pelloc’h ennañ. Bloaz zo dija e oa bet lavaret sklaer dezhañ gant ar Prefed e ranke skampañ kuit. Ne reas forzh eus gourc’hemenn ar prefeti ha chom a reas el lojeiz ken trankil ha tra.

Ya met hag argaset e vo eus Bro-Frañs war-lerc’h ? Dibaper eo ar paotr hag hervez ar Gwir n’en deus netra d’ober e Breizh pe Bro-C’hall. Tamm ebet ! Blev ! Ma ne fell ket dezhañ skarzhañ er-maez e-unan e vo kaset ar polis gant ar Prefed met ne vo ket argaset d’e vro evit kelo-se. Chom a raio e Breizh pe e Bro-C’hall ha mat pell zo !

“Ur chañs” eo evidomp gouez d’an Doxa, gouzout a rit…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS