« Brec’hagnadur rediet ar merc’hed eus Groenland », setu tem an diskouezadeg foto anvet « Spiralkampagnen » a zo en UBO Brest er mare-mañ ha betek an 28 a viz du.
D’ar meurzh 25 a viz du, deiz etrebroadel a-enep ar feulster ouzh ar merc’hed, e teuio ar boltrederez Juliette Pavy d’ober ur brezegenn en anfi Yves Moraud. An tem : « atersiñ ar vemor trevadennel hag ar feulster ouzh ar merc’hed henvroad », evel just. Ha betek ar 5 a viz kerzu e vo abadennoù war ar sujed-mañ en UBO.
Mat ! Met…
Ha komzet e vo eus ar feulster a-enep ar merc’hed a zo bremañ, bemdez, e broioù ha sevenadurioù zo pe get ? ha komzet e vo eus ar feulster ouzh ar merc’hed e Breizh, e Brest da skouer, hag a weler e straedoù eus « kartcherioù » zo ? Pe e vo lakaet, evel boas, un doare den (gwenn, eus broioù ar c’hôrnog) hepken en dalc’h ?
Illustration : DR
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Brest : ha c’hwi po un tamm propaganda ouzhpenn en UBO ?”
Ne Welan ket anv Segolen ambassadourezh on divskoaz evit c’hoarzhiñ un tammig! Diaes eo din komprenn an amzer vremañ…un devezh aet da zebriñ ti va moereb Ana m’eus klevet etrezo ur tamm cheu (querelle du-mañ)… »hep va breur ho mest pesketaer n’oc’h nemet ur pokez poch pleoñ ! » Spontet e oan chomet! Va eontr a zeue bemdez da glask ac’hanon evit mont da bourmen. ‘pad ar c’hoant noz ‘m eus tout kontañ d’am mamm gozh hag evel ‘to « Doue d’he ‘fardono »
(skrivet war mod Emgleo Breiz)