MMA : Benoît Saint-Denis a oar piv e vo e eneber a zeu

Dan Hokeer, setu ouzh piv e c’houreno Benoît Saint-Denis d’an 31 a viz genver e Sydney (Bro-Aostralia) da geñver an UFC 325. Deiziadet eo bet an emgann-mañ daou viz hanter goude an hini ouzh Beneil Dariush e New-York met normal eo kar n’eo ket bet gloazet ar Nimad gant an amerikano-iranian. A-boan m’en doa bet tro da skeiñ gant ar Gall a-raok bezañ falc’het gant ur c’hrog. 16 segondenn en doa padet an emgann ha setu roet lamm da zDariush gant ar soudard Saint-Denis lesanvet « God of War ».

6vet e renkad UFC ar re skañv (-70kg), ur rummad diaes kenañ en MMA, eo Hooker ha 8vet eo Benoît Saint-Denis. Ma vo trec’h e miz genver e c’hellfe ar Gall bezañ degemeret en top 5.

Ur « striker » eo Dan Hooker, bet kampion kick boxing (9-1-3) ha boks thaï met gourenet en deus e grapplin ivez, ar pezh a dalv e oar meur a deknik emgann. Gourenet en deus e rummad -86kg (+16kg muioc’h eget e rummad) ! dija, ar pezh a dalv e vo great « cutting » gantañ, ken sur ha tra. Evel ma ra Benoît Saint-Denis forzh penaos.

Dan Hooker, un Nevez-Zelandad a vroadelezh, en deus graet un emgann (ha kollet anezhañ !) e miz du. Ha paket kalz en doa an noz-mañ. Ha prest e vo e gorf hag e zremm da bakañ taolioù kreñv BSD ? Amañ emañ an dalc’h.

A-raok an emgann BSD-Hooker e c’hello paotred ha merc’hed an MMA sellet ouzh un emgann dedennus all : hini ar Breizhad Paul Dena en Hexagone MMA 37 ouzh ar Brezilian Paulo Santos e rummad ar -61kg. D’an 9 a viz genver e vo an emgann-mañ er Zenith eus Paris-La Villette.

War RMC Sport e c’hello an aficionados sellet ouzh an tournamant a-bezh. Gant ma strako ar Gwenn-ha-du c’hoazh an noz-mañ kar boaz eo Paul Dena da zispakañ banniel Breizh (pe an Tri Liv) pa vez trec’h gantañ !

Illustration : Tapadenn skramm RMC
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine..

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Sport

MMA : Paul Dena, un troisième KO qui propulse le Breton au sommet de l’Hexagone MMA

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sport

MMA : Paul Dena en e uhelañ evit e eil krogad pro

Découvrir l'article

Sport

MMA : Dominé au sol, le Sud-Africain Dricus Du Plessis battu par Khamzat Chimaev

Découvrir l'article

Sport

MMA : Francis Ngannou, roi fainéant ?

Découvrir l'article

Economie

Bagages à main payants : sept compagnies low-cost dans le viseur des associations européennes de consommateurs

Découvrir l'article

Sport

Sport. Quel type de boxe choisir pour la rentrée ?

Découvrir l'article

Economie, RENNES

Ille-et-Vilaine : l’UFC Que Choisir alerte sur une nouvelle escroquerie

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, RENNES, Société

Asinet er gêr e Roazhon evit e liammoù gant ar djihadisted, ar c’hoarier MMA a oa… e Kastell-Bourc’h !

Découvrir l'article

Insolite, Sociétal, Tribune libre

Un champion de MMA démonte un journaliste pro-LGBT : voilà comment il faut répondre ! [vidéo]

Découvrir l'article

Sociétal, Société, Sport

Benoît Saint-Denis, Paul Dena (MMA) : le retour de la virilité française (et bretonne !)

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.