D’an 19 a viz kerzu en deus ar strollad politikel ha sevenadurel Palatinu/Mossa Palatina « profet » ur c’hraou nedeleg da di-kêr Bastia. Ur c’hraou a zo dija en ti-kêr met fellout a rae da Nicolas Battini profañ e hini da Gilles Simeoni, prezidant ar strollegezh tiriadel eus Korsika. Ha, kement da chilpat outañ, e lavaras paotr Palatinu da sekretourez an ti-kêr : « ma fell da Gilles Simeoni e c’hello kas anezhañ d’e vignon Jean-Luc Mélenchon… »
Ha peuzgoude e tarzhas an teodoù etre Battini ha Pierre Savelli, maer Bastia (e plas Simeoni hag a leuskas e blas dezhañ) hag a tiskennas da wel ar pezh a c’hoarveze. Etre an daou-se emañ trenk ar soubenn abaoe pell dija. Hervez Nicolas Battini « e souten Pierre Savelli SOS Méditerranée ha faotañ a ra dezhañ e tegouezhfe bagadoù a repuidi e Korsika ». Da c’houde e klaskas Pierre Savelli skarzhañ ar c’hraou degaset gant Nicolas Battini. Hag ar maer (broadelour eus an tu-kleiz sañset) d’ober fent gant tad-kozh Nicolas Battini (un berber kristianizet hag europeanizet anezhañ). A-raok, en doa lavaret da Battini e oa eñ ur « repuad » e Bastia, ar pezh zo drol memestra rak emañ ar C’horsad Battini o chom e Bastia abaoe 6 vloaz.
Nicolas Battini a zo war ar renk evit ar votadegoù-kêr e Bastia. Pierre Savelli, eus e du, ne vo ket rak embannet eo bet gant Gilles Simeoni e vo war ar renk en-dro e miz meurzh 2026.
Hier, on déposait une belle crèche de Noël de façon tout à fait pacifique à la mairie de Bastia à l’attention de Gilles Simeoni. La réponse du futur ancien Maire @PierreSavelli : Hystérie, retrait de la crèche, insultes ouvertement racistes mais d’un racisme de gauche autorisé et… pic.twitter.com/4Bk7di6VdF
— Nicolas Battini (@BattiniNiculaiu) December 20, 2025
Illustration : Tapadenn skramm kont Twitter Nicolas Battini
[cc] Article relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par ChatGPT.
Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine