Korsika : ur gevredigezh wokist er skolioù diskuliet gant Palatinu hag A Scopa

Publicité

E Korsika zo bet savet ur gevredigezh anvet A Scopa (ar valaenn). Ganti e vez stourmet a-enep ar wokism er skolioù eus an enezenn, a-enep ar c’hevredigezhioù pro-jener hag a ra o fropagand er skolajoù pe liseoù war zigarez kelaouiñ ar re yaouank war ar sekselegezh. Liammoù a zo etre A Scopa hag ar Mossa Palatina, ar gevredigezh broadelour hevelebour savet gant Nicolas Battini.

D’ar 15 a viz gwengolo e voe kelaouet hemañ e oa ar CPAM Korsika oc’h aozañ abadennoù kelaouiñ war an « diarbenn » dirak ul lise eus Bastia, al lise Montesoru. Met unan eus ar c’hevredigezhioù a oa er jeu a oa ur gevredigezh wok : an C3S (Corse Stratégie Santé Sexuelle).

Hervez Nicolas Battini en defe ar C3S aozet e miz even e mediaoueg Aiacciu ur brezegenn hag un abadenn drag queen dirak bugale. Un abadenn a zrag-queened treuzwisked e seurezed e oa ouzhpenn-se (foto) ! ‘Nes komz eus ar prezegennoù wokist hag LGBTour !

Nicolas Battini en deus komzet gant rener al lise hag ensellerezh akademikel hag a lavar n’en deus ar gevredigezh-mañ tamm gratadur ebet evit lakaat he fri er skolioù, skolajoù ha liseoù.

Fuloret, prezidant C3S en deus lavaret ne oa bugel ebet an deiz-mañ. Siwazh, war ur podcast, unan eus an drag-queened a oa er sal an deiz-mañ a lavar ar c’hontrol evel a glever e-barzh ur video bet graet gant Nicolas Battini.

E Korsika e vez stourmet a-enep wokadur ar gevredigezh gant ar vroadelourien. Hag e Breizh ?

Crédit photo : DR
[cc] Article relu et corrigé par ChatGPT.

Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, International, Société

Scola Corsa : sinet an emglev !

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Korsika : Nazione war an tu diskar

Découvrir l'article

International

Korsika : ur strollad a vroadelerien yaouank a-enep an dramm, an harrelerezh hag ar wokism

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Korsiz : ar wazed diwezhañ ? Hag ar Vretoned ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, Local, Patrimoine

Breizh : perak n’eus ket listennoù gant anvioù e brezhoneg pe gallaoueg ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International

Korsika : Dek vloaz zo e rae Korsiz anaoudegezh gant ar « Ramplasiñ Meur »

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, International, Religion, Société

Korsika : ur groaz nevez savet e Siscu

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, International, Religion, Société

Bro-Gorsika : Palatinu a brof ur c’hraou Nedeleg da di-kêr Bastia

Découvrir l'article

Immigration, International, Politique

Corse : le terrible déclin de Nazione, le mouvement de Jean-Guy Talamoni

Découvrir l'article

Politique

En Corse, Battini change la donne, et le RN change de logiciel

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.