Just a-raok Nedeleg zo bet prezantet gant Mathilde Pannot eus LFI ur raktres-lezenn evit adreizhañ an obidoù e Bro-C’hall. Hiviziken, ma vez votet al lezenn-mañ, e c’hello an dud bezañ douaret er mod a blij dezho. Da lavaret eo pe en un arched evel tout ar C’hallaoued hag ar Vretoned pe en ur sebeilh, ul liñsel. Ha, war zigarez « kas war-raok an ekologiezh » (bezañ douaret en ur mod naturel) e fell da LFI hoalat ar Vuzulmaned evel just hervez ar C’hanard Enchainé. Rak, div relijion nemetken a laka o fideled da vezañ douaret en ur sebeilh : ar Yuzevien hag ar Vuzulmaned. Ha tout an dud a anav an darempredoù etre LFI hag ar Yuzevien bremañ…
E Bro-Frañs e c’hell ar Vuzulmaned bezañ douaret en ur sebeilh en un departamant nemetken : Mayotte. Mod-all e rankont kas o re varv en o bro. Un digarez a-zoare evit LFI hag a c’hellfe goulenn e vefe ledanaet hag hollekaet an diarbenn-mañ e Bro-Frañs a-bezh.
Ha, dre zegouezh moarvat, eo bet prezantet ar raktres-lezenn a-raok ar votadegoù kêr. Hogen, an tiez-kêr eo a zo e-karg eus an interamantoù…
Penaos e vez lavaret « clientélisme » e brezhoneg ? Lavarit din… Ostizeraj ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
5 réponses à “LFI a brezant ur raktres-lezenn evit ma c’hellfe ar vuzulmaned douarañ o re varv en ur sebeilh”
Na zisoñjit ket Yannig Baron aet d’ar bed all…
Ur c’horf marv a chom ur c’horf marv… n’eus forzh e peseurt mod e c’hoantfent sebeliñ o re varv a-benn ar fin. Ne vo ket cheñchet ar bed gant-se… o degouezh a-vil-vern er Frañs avat ne lavaran ket !
Ur c’horf marv a jom ur c’horf marv… n’eus forzh e peseurt mod e c’hoantfent sebeliñ o re varv a-benn ar fin. ‘vo ket cheñchet ar bed gant-se… o degouezh a-vil-vern er Frañs avat ne lavaran ket !
Sur ha serten ur c’horf a jom ur c’horf pa war’n aod dirak chapel Sant Treve etre Ar Gelvenek ha Keriti kaet (kavet) e oa ur c’horf, korf ur Saos pe ur paotr bro Flandrez, un dén bro Spagn pe Rusia dirak an Ao. Doue memes tra int tout! Ha Bennozh Doue.
Pour me faire comprendre de tous! Donc en Français. Ici en terre de Bretagne abattrait -on un opposant qui assiste aux obsèques de sa mère? Chez nous c’est sacré la mère et les obsèques! Je n’en dis pas plus!