Ur pred « etre breudeur » a vo aozet e Sant-Brieg ma vo bodet asambles fideled katolik ha muzulmaned d’ar 07 a viz c’hwevrer a zeu. Er c’hochu Sant-Matthias (dindan iliz Sant-Erwan) e vo aozet ar pred-mañ gant « rann an diviz etre-relijiel » eus an eskopti. « Kristenion ha muzulmaned, deomp war-ziarbenn an eil gant egile » eo dodenn ar pred-mañ.
An dud hag ar familhoù zo pedet da zont, pep hini gant ur meuz pe un dibenn-pred da rannañ asambles.
Diwar intrudu an aotroù Moutel, eskob Sant-Brieg ha Treger, zo bet savet e miz gwengolo 2024 ur bodad « evit kas war-raok an diviz etrerelijiel » en eskopti. Ha petra eo palioù an « diviz »-mañ ?
– Pediñ ar gristenion d’ober anaoudegezh gant tud a relijionoù all. Ha padal e reomp anaoudegezh ganto. Bemdez ha bemnoz, e forzh peseurt straed pe kêriadenn dister bremañ !
- Kinnig stummadurioù war ar relijionoù all
- Pediñ ar gristenion da brederiañ war an diviz etrerelijiel
- Degemer an holl re intereset gant an doare-ober-mañ.
Siwazh, n’eo ket dre lakaat ofisiel « kult Egile » santel e vo cheñchet penn d’ar vazh gant an iliz katolik. Ha gwelet o deus pennoù bras ar relijion kristen omp aloubet gant « Egile » pe get ?
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.
3 réponses à “Sant-Brieg : ur pred etre kristenion ha muzulmaned aozet gant an eskopti”
Renerien dall ! Silañ a rit ar fubuenn hag e lonkit ar c’hañval. (Mazhev 23:24)
Pour un vrai partage:
.Porc interdit.
.Halal exigé.
Ne ya ket mat e benn gantañ ar ben Moutel! Tra vat d’ober gant seurt chantilhon eus Vatikan 2.