Plounevez-Kintin (22) : a-enep al lezenn e werzhe deñved evit ar boserezh hallal er gêr

Publicité

Reolennoù rezis a zo evit ar re a fell dezho bosañ ul loened, ha pa vefe muzulmaned pe get. Met e Plounevez-Kintin o doa kavet reoù zo an doare da vosañ deñved evit an hallal hep tremen dre ul lazhti ofisiel ha grataet. E ti-feurm un den a-orin eus Bro-Veljia e oa degouezhet archerien e 2022. Kavout a rejont seizh den, Komorianed ha Malgached,  muzulmand an holl anezho, oc’h ober war-dro deñved ha oaned o doa lazhet. Hep ma vefe bet kelaouet ar servij milvezegiezh evel just.

Penaos o doa kavet an ti-feurm-se ? Dre ul lec’hienn internet ma oa bet postet ur c’hemennad berr gant ar Beljiad erruet e Breizh. Un hanter-kant bennak a zeñved hag un dek bennak a zañvadezed a oa en e di-feurm ha dao ! Gwerzhet e vezent da vuzulmaned evit ma teufent da vosañ anezho trankilik. An ostilhoù evit hen ober a veze prestet gant an Beljiad zoken !

D’ar yaou 17 a viz here e oa dirak lez-varn Sant-Brieg. Da zek mizvezh a doull-bac’h gant goursez eo bet kondaonet.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2024, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Agriculture et monde agricole, Société, Tribune libre

Cette interdiction du cochon et de la viande qui vient… [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Religion, Société, ST-BRIEUC

Sant-Brieg : ur pred etre kristenion ha muzulmaned aozet gant an eskopti

Découvrir l'article

Agriculture et monde agricole, Culture & Patrimoine, Local, Patrimoine, REDON, Société

« Kerkiger », ur gigerezh nevez hag un tamm ispisial e Redon

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Sociétal, Société

LFI a brezant ur raktres-lezenn evit ma c’hellfe ar vuzulmaned douarañ o re varv en ur sebeilh

Découvrir l'article

Immigration, Local, NANTES, Sociétal, Société

« Fyssa », l’application 100% halal pour lutter contre le gaspillage alimentaire arrive à Nantes

Découvrir l'article

Education, Société

Piscine, voile, ramadan : scènes de la vie ordinaire dans un prestigieux lycée

Découvrir l'article

A La Une

Aïd-El-Kebir. Un marché prometteur pour les éleveurs bretons ?

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.