Bep eil bloaz ez a Bretoned e Bro-Euskadi da redek evit ar C’horrika, ar redadeg evit an euskareg. Ar bloaz-mañ e loc’ho eus proviñs ar Soule en Norzh hag e tegouezho e Atharratze e Bilbo. D’an 19 a viz meurzh e krogo hag e achuo d’an 29. Noz-deiz e redo an emsaverien evit an euskareg. Evel e Breizh evit ar Redadeg met e-pad muioc’h a amzer kar 2175km a vo graet gant ar brosesion. Ar bloaz-mañ e treuzo ar C’horrika ar vBasaburua, ur vroig eus norzh Navarra. Ne oa ket tremenet rederien ar C’horrika dre ar vBasaburua abaoe 1985. Hag ezhomm zo, rak kollet zo bet euskaregourien er vroig-se abaoe ! Kalz muioc’h eget e lec’hioù all.
Evel just, dre ma tegouezho ar rederien e Bilbo e vo un abadenn bamus gant degadoù a miliadoù a dud o huchal hag o kanañ evit an euskareg, ar yezh vroadel.
En Norzh e tremeno ar C’horrika dre Vaiona, Saint-Jean-de-Luz, Saint-Jean Pîed de Port, …
Ar Vretoned a chomo e Breizh e-lec’h mont da riboulat gant Euskariz a c’hello heuliañ ar C’horrika a-bell dre un arload savet gant an aozerien. Videoioù, fotoioù, atersadenoù a vo lakaet en-linenn noz-deiz.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.