E Saint-Mars de Coutais (« Sant-Marzh ar C’hoad » hervez an Ofis) e kreiz Bro-Raez emañ brall-divrall tour an iliz. Dañjerus eo deuet da vezañ zoken gant mein o kouezhañ er straed. Votet e oa bet gant ar c’huzul-kêr al labourioù evit he suraat kar n’eus ket moaien ken d’ober oferennoù enni. Serret eo abaoe miz kerzu 2025 kar mein a oa kouezhet c’hoazh ha skiriennoù a oa bet gwelet war ar moger-harp.
61 000€ a zo bet lakaet gant ar c’humun evit suraat an iliz mui 12 000 a studiadennoù. Komañset o deus al labourioù ar sizhun-mañ met ar rak-labourioù eo, labourioù evit suraat an tour nemetken. Al labourioù gwir a dleo bezañ votet gant ar c’huzul-kêr a zeu… ma vez vote gantañ, ar pezh n’eo ket sur ! Kar ur sapre sammad a arc’hant a dleo bezañ lakaet e-barzh. Ar 61 000€ a zo bet dispignet betek-henn a zo evit suraat an tour, kuit ma gouezhfe war plasenn an iliz ha war an tiez a zo tro-dro.
Met n’eo ket mod-se e c’hello seniñ ar c’hleier en-dro e Saint-Mars da skouer.
Da c’hortoz e tle ar fideled mont da bPort Saint-Père. E Bro-Raez n’eo ket iliz Saint-Mars an hini nemeti e stad fall. E miz kerzu 2025 e oa bet skarzhet diwar vall fideled eus hini Saint-Hilaire de Chaleons kar kinnig a rae da gouezhañ en he boull.
Er stad fall emañ ar Glad e Bro-Frañs met n’eus ket arc’hant ken evit saveteiñ hor ilizoù, hor manerioù hag hor c’hastellioù.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.