Pembo (Bro Retz) : ar merk amerikan Tabasco a c’hourdrouz ar skol muzik

Publicité

E Pembo, e su al Liger (Bro-Raez) ez eus ur skol muzik hag ur batucada a zo bet savet gant ar skol-mañ. Anvet eo bet ar seurt bagad a daboulinoù-mañ « Tabass’n co » (diwar an anv Tabasco, ur merk ketchup amerikan mil-anavezet).

Ya met ne plijas ket an anv-se d’ar merk. Bloaz zo goude bezañ choazet an anv-se, ar skol muzik a resevas ul lizher digant ur c’habined breutaer evit goulenn ganti cheñch anv « a-benn pemzek devezh ». A-hend all e vefe bet savet klemm gant ar merk amerikan !

Komprenet mat ar gemenadenn gant ar batucada hag a dleo cheñch hec’h anv met ivez e logo ha tout an ticheurtoù bet graet ganti ma oa ar merk hag al logo warne.

Petra vo anv nevez ar batucada ? « Cogne-la cola » ? « Louis Rythmons » ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.