Bro-Raez : diaes ar c’henvevañ etre an « nevez-bloueziaded » hag al labourerien-douar

Publicité

Muioc’h-mui ez a kuit eus ar c’hêrioù tud bet savet enne, c’hoant gante kaout un ti  hag un tamm douar war ar maez. Met lod anezhe n’int ket prest da genvevañ gant tud ar vro, gant trouz ha c’hwezhioù ar chatal, gant an trakterioù war an hentoù, an hañvouezaj, an teil.

E Bro-Raez, e su al Liger, e vez o tegouezh ingal karradoù a dud o kuitaat Naoned abaoe 5-10 vloaz. Tud hag a zo aes dezhe peurvuiañ kar ker-ruz eo an tiez e Bro-Raez bremañ.

Ya met diaes e c’hell bezañ an darempredoù etre seurt tud hag al labourerien douar. « Diaes eo kenvevañ an eil gant egile a-wechoù » a lavar Frédéric Launay, bez-prezidant Leur-Veur kumuniezh e-karg eus al labour-douar. Setu perak ez eus bet embannet ul levrig anvet « Bien vivre ensemble en milieu rural » gant kumuniezh-kumunioù al Lenn Veur. Ennañ e vez displeget peseurt labourioù a vez graet gant ar baizanted e koulz-mañ-koulz eus ar bloaz. Un deiziataer a zo bet embannet memes evit kelaouiñ an « nevez-bloueziaded » !

Mod-se e c’hello ar re-se « en em brientiñ » pa vez temzet an douaroù !

Met penaos e vo graet pa vo komañset da vat ar brezel « etre int ha ni » er c’hêrioù ha pa vo lakaet herr er voboed, mod « ar valizenn pe an arched » ?

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES, Réunification

Ur Gwenn-ha-du nevez gwintaet e Bro-Raez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Machikoul (Bro-Raez) : un trafik dramm merret eus ul lojamant sokial

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Saint-Mars de Coutais (44) : komañset al raklabourioù evit suraat tour an iliz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Pornic, ST-NAZAIRE

Bro-Raez : Al linenn-houarn etre Saint-Hilaire de Chaléons ha Pembo serret da vat

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Pornic, Société

Bro-Raez : Dibaper ha trafikour dramm, an estrañjour kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Saint-Michel-Chef-Chef (44) : ur fuzuilhadeg etre Jipsianed

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Bro-Raez : un « Uberdramm » dispennet

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, Patrimoine, Pornic

(Tost) achu gant ar brotestanted e Bro-Raez…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Frozieg (Bro Raez) : un ti-bara hag ur munuzerezh laeret, ur Rrom serret [MAJ : kondaonet hag un OQTF]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bro Raez : unnek vloaz goude, eizh den kondaonet

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.