Dipitet eo bet tud Guillac, ‘ba Bro Josilin, é welet tagoù gaochist arre ‘ba ti-gar Caheran. Un ti-gar kozh eo met groeit en deus e seizh gwellañ kuzul-kêr Guillac aveit ne gouezhahe ket ‘ba o foull ar savadurioù. Ha groeit zo bet freskennoù brav àrne, tresadennoù bugale é c’hoari, tud é c’hoari paledoù galo; un den é pesketiñ, … Mes ar brav, ar c’haerder ne blij ket d’ar c’haochisted hag a faotañ dezhe strouilhiñ kement tra a welont tro-dro dezhe. Setu perak, e penn kentañ ar miz, zo bet groeit tagoù lous àr ar freskennoù.
« 25 ans que Gaza meurt » àr ar baotred é c’hoari paledoù, « Macron a sauvé Israël » àr tresadenn an tantad hag all…
Ha n’eo ket ar wezh kentañ e vez mastrouilhet ti-gar Caheran e-giz se, ar piemvet gwezh e-korf daou vloaz ne lâran ket.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.