Ar gevredigezh Tolpiñ « a c’hell sikour genoc’h evit aoziñ un tolpad, un arvest sevenadurel pe evit kaout ur sono evit ur fest-noz. Profitet a skiant prenet tud barrek get ar feson d’ober hag a glotehe get ho arvestoù. ». ‘ba Gavr emañ ar gevredigezh. Ha gwir eo, ‘ba Bro An Oriant, eh eus ur bouchad arvestoù aozet gete pe sonorizet gete. Gwelet vez anv « Tolpiñ » un tamm partout !
D’ar gwener 26 a viz mezheven , ‘ba Ti Glas ‘ba Gavr, ar gevredigezh he deus sinet karta Ya d’ar Brezhoneg . Faotañ a ra dezhi propoziñ muioc’h a servijoù e berton ha lakaat muioc’h a verton ‘b’ar gevredigezh. Ar lec’hienn zo divyezhek dija, ‘pezh n’eo ket fall (bout ma vank pajennoù zo) ha, gwelloc’h c’hoazh, skrivet eo e berton Bro-Gwened !
An evned-noz ag An Orian a vourr monet d’ar festoù Breizh a c’hell kavet àr lec’hienn Tolpiñ roll ar festoù-noz hag ar filajoù mod iwerzhon (« Sessions » ‘giz vez lâret) pe pas ‘b’ar Morbihan dre ma vez aozet pe sonorizet ar c’hros anezhe get Tolpiñ. Ha koñtradoù o deus betak 2027 !
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.