Lozaog (Loudia a lâr’ tud ar vro), Ploervael, Melesse, Josilin, Lambal, mes ivez La Haye-Pesnel peotramant Flers ‘ba Normandi atav, setu ar c’hêrioù ma oe laeret otoioù ha bitrakoù arall get ur strollad aplikanted. Toyota surtout a ivez laeret gete. D’ar C’hameroun e vizent kaset.
D’an 3 a viz gwengolo e oe unan ag ar re a zo diskred àrne bout kemeret perzh ‘b’an trafik a-zirak lez-varn Roazhon. Goulenn a rae bout leusket da vonet kar « c’hoant en deus da wel e baotr yaouank » (ha padal n’eus ket droed e welet). 46 vlez eo an den-se ha n’eo ket ar wezh kentañ emañ a-zirak ar lez-varn, eizh menneg a zo àr e roll dija hag aon o deus ar varnerion e tec’hhe kuit d’ur vro arall. D’ur c’henvandir arall memes. Oc’hpenn-se e vehe eñ ur mailh aveit implijout dokumantoù melestradurel faos. Kartennoù-anv faos pe teulioù chom faos da skouer ?
A-benn ar fin e chomo er prizon a-raok e frosez, lakaet d’an 22 a viz gwenholon. Daou gomper a vo getoñ àr bank ar re damallet an deiz-se.
Hag e-men ema otoioù laeret d’ar Vretoned peotramant d’an Normaned ? B’an Afrika.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.