Ha c’hwi po un tamm propaganda didrevadennour-gwregelour e Sant-Kast ?

Publicité

Ar re dik gant ar stirad skinwell « Plus Belle la Vie » a anaveze Nadège Beausson-Diagne hag he mouezh raouliet. Skrivañ a ra e-barzh Politis, ur gazetenn eus an tu-kleiz pellañ, a-hend-all. Pa klever pe lenner anezhi e santer mat n’he deus ket graet berzh evel m’he defe bet c’hoant. Ha koulskoude he deus c’hoariet e meur a film, met n’eo ket deuet da vezañ un « aktourez a-bouez ».

Dre faot piv ? Hervezi eo peogwir eo ur vaouez hag ur vaouez du ouzhpenn-se ! Setu perak eo ken erbedet he abadenn « Mon corps est une révolution! » gant Rokhaya Diallo e-barzh he fodkast « En bonne voie » moarvat.

Dont a raio Nadège Beausson-Diagne da c’hoari he abadenn d’an 13 a viz even e tour-tan Sant-Koulm e Sant-Kast (22) da geñver an nozvezh AMAZON’ROZ, « un nozvezh kenskoazell a-enep ar feulster ouzh ar merc’hed ».

A-raozi e oa ur sonadeg gant DI KINTAL, da lavaret eo ar strollad eus ar C’hap Glas (en Afrika) a son gant Christophe Maé.

Ul lodenn eus an arc’hant dastumet an noz-mañ a vo roet da gKer Antonia, ul lec’h evit ar merc’hed dornet e Dinarzh, ar pezh n’eo ket fal evel just met perak ‘ta pediñ un arzourez ken politik ha ken eus an tu-kleiz pellañ ?

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ha c’hwi po un tamm propaganda didrevadennour-gwregelour e Sant-Kast ?”

  1. Rozenn dit :

    Elle a raison, et est lucide. Pas beaucoup de femmes noires artistes reconnues en France. Rokhaya Diallo est juste géniale, ses interventions radiophoniques donnent la pêche et m’enchantent réellement. Une vraie pro !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, MORLAIX, Sociétal, Société

Montroulez : D’an 28 a viz meurzh un atalier skrivañ e brezhoneg « evit ar merc’hed nemetken »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sociétal, Société, ST-BRIEUC

Disadorn e Porzhig, un « arpentaj gwregelour »

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Politique

Paris : ne vo ket Alice Coffin kuzulierez ken !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

Un arzourez a-enep an « diforc’hidigezh pozitivel » mod gwregelour war leurennoù ar festoù-noz

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Neventi vat d’ar Vretoned : echu gant ar gevredigezh neo-feminist Difenn !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Société

Bro-Euskadi spontet goude ur muntr eus ar grisañ

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sociétal, Société

Ti-kêr Naoned a zo o klask un anv « gwregelour » evit ur skol nevez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Joëlle Kerivin (eks-renourez ar Folle Journée e Naoned) : « Anzav a ran ma fec’hedoù »

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : 12 anv straed gwregelaet gant… liseidi !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, QUIMPER, Sociétal, Société

Kemmesk paotred/merc’hed e Douarnenez : krog mat a ra !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.