An nep n’emañ ket o chom e Liger-Atlantel n’eo ket evit kompren ar pezh a vev tud eus Bro-Naoned bep bloaz pa arru an hañv : kampoù karavanennoù un tamm partout ! Etre Bro-Raez ha marzhoù ar Mor Bihan e vez perc’henned an tachennoù prevez, maerioù, labourerien-douar o c’hortoz ur bellgomzadenn a gelaoufe anezhe ez eus ur meuriad termajied staliet war o zachenn ha luget ouzh o rouedad dour.
Abaoe an 12 a viz gouere emañ pemzek karavanenn war tachenn Ti ar Lenn e Bouaye, e Bro-Raez, war bord lenn Grand-Lieu. Serret eo bet an ti hag a zegemer kalz tud e-pad an hañv normalamant. Met n’eo se ar pep nec’husañ. Luget eo bet ar c’haravanennoù forzh pelec’h, dañjerus-tre evit fed an tredan da skouer. Ha gant ar sec’hor e c’hellfe an tan redek forzh peur. Un takad naturel rummataet Natura 2000 eo ar lec’h-mañ ouzhpenn-se. Lenn Grand-Lieu eo an eil mirvad gwareziñ evit an evned eus Bro-Frañs goude ar Gamarg memestra.
Aon o deus ar prefeti ha tud ar mirva e vefe poluet an douar hag an dour gant dour lous ar c’haravanennoù.
An ekolojisted n’o deus ket savet o mouezh evel a reont normalamant pa vez un dañjer ekologel bennak abalamour d’ur strollad tud pe d’un embregerezh. Ha perak ?
Ur stadad hucher a zo bet graet hag emañ an afer war burev ar prefed.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.