Kastell-Briant, Pornizh, Gwenrann, Sant-Kouloum : setu int erruet !

Publicité

Erruet eo ar Jipsianed ! Evel bep bloaz e tegouezh miliadoù a garavanennoù en hor bro ha lod anezho a zo evel Yann Dibalamour : en em staliañ a reont, ken dijen ha tra, e lec’h o deus c’hoant !

E Kastell-Briant (44), 160 karavanenn a zo en em staliet en ur park prevez straed Yaoueneg. Hep tamm aotre ebet evel just. Savet zo bet un deltenn evit ur mision avielek. Sizhunioù a-raok e oa bet ar memes kudenn e stang Choisel m’o doa en em staliet kantadoù a garavanennoù.

E Pornizh, e Bro-Raez, 150 karavanenn a zo war ur park prevez eus Plessis Maîs abaoe disul tremenet. E-pad div eurvezh eo bet stanket an hent pa’z int erruet holl asambles ! Tamm aotre ebet digant perc’henn ar park amañ ivez. Kemer a reont dour war ur bon dour… hep paeañ ha memestra evit an tredan.

Ar memes deiz e voe stanket bourk Sant-Kouloum, e-kichen Sant-Maloù, e-pad teir eurvezh. Degouezhet eo kantadoù a garavanennoù er gumun evit plantañ ur mision avielek en ur park eus Kêr Bague. D’ar gumun eo ar park-mañ met ne vern evit ar Jipsianed. Ha padal e oa bet kinniget ul lec’h all e Sant-Yohan an Havreg dezho a-raok, met nac’het o doa. Forzh penaos eo int a ziviz hag ar vretoned a rank serriñ o fegoù. Amañ ivez zo bet savet ur vras a deltenn ha partiet ar prezegennoù !

D’ar 05 a viz eost e vo ur foar an traoù kozh e kêr Bague, avat. Ha gallout a raio ar varc’hadourien dispakañ o c’hozhachoù hag ar brenerien parkañ o c’hirri-tan memestra ?

Ha neuze e Gwenrann ez eus kantadoù a garavanennoù e kêr Clis abaoe dilun tremenet. Bremañ setu int en ur park prevez, luget war ar bon dour hag a servij evit ar gwall-tanioù ha war ur bon tredan. Fuloret eo tud Gwenrann met n’hall ket an ti-kêr ober netra. Emañ an dilennidi o klask un diskoulm gant ar prefeti memestra…

Bep bloaz e vez ar memes tra e pep lec’h e Breizh (dreist-holl e su Liger-Atlantel) ha bep bloaz e vez ar prefetioù oc’h embann ez eus bet « kemeret diarbennoù » evit ar bloaz a zeu. ha bep bloaz eo ret d’ar Vretoned plegañ.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

6 réponses à “Kastell-Briant, Pornizh, Gwenrann, Sant-Kouloum : setu int erruet !”

  1. Herri abYann dit :

    Aet on skuizh gant anvioù e-giz Kastell-Briant, Yaoueneg, Pornizh, Sant-Kouloum, Sant-Yohan an Havreg h.a. evit komz eus kêrioù e-lec’h ne vez ket komzet brezhoneg. A-wechoù n’int ken anvioù ijinet gant « Ofis publik ar brezhoneg ».
    Hep brezhoneg Breizh-Izel ebet !? Ya, met Breizh-Uhel a zo hep brezhoneg abaoe pell ‘zo (pe a-viskoazh).

  2. HEMERY gwenola dit :

    Demat , pourquoi continuez vous à écrire Brient comme en français = Briant Le fondateur de chateaubriant fut le prince breton Brient Mon frére s ‘appelle Brient et le nom de druide de mon pére était Ab Brient Allez voir dans l église de Béré il y a une copie de la donation de Brient aux moines de Béré …..

  3. Herri abYann dit :

    Aucun commentaire ?

  4. Herri abYann dit :

    Vraiment aucun commentaire ?

  5. Brestad dit :

    Mil a-du ganeoc’h ! Paouez gant an anvioù ijinet diwar netra e Breizh-Uhel ! O yezh dezho o deus tud bro c’halo hag o anvioù dezho. Se zo jakobinerezh mod Breizh pe « déconstruction » memes. An ideologiezh a-enep ar wirionez. Breizh-info a c’hellfe rein ur plas d’ar gallaoueg kentoc’h mod-se e teskimp ni Breizhizeliz penaos e vez anvet kêrioù Breizh-Uhel gant hor c’henvroidi

  6. Herri abYann dit :

    Breizh-Info pe Bertaigne-Keleier ??

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Ensauvagement, Immigration, Justice, Religion

Manche : un clandestin pakistanais poursuivi pour violences dans une association paroissiale

Sénégal

International

27 morts dans deux fusillades simultanées en Afrique du Sud

medicaments

A La Une, Santé

Médicaments : comment la France a perdu la maîtrise de ses traitements du quotidien — les conclusions d’un rapport choc

Sociétal

Pédocriminalité en ligne : le documentaire-choc qui montre l’ampleur d’un fléau mondial — et ce que chaque parent doit savoir

Culture & Patrimoine, Histoire, Patrimoine

Notre-Dame de Paris, l’éternelle renaissance (bande dessinée)

Culture, Culture & Patrimoine, Sociétal

Apprendre le breton : Roudour lance ses stages de 5 jours à Quimper et Lannion fin octobre

Environnement

Golfe du Morbihan : les gardiens du patrimoine maritime préparent déjà la Semaine du Golfe 2027

Insolite, International

Économie américaine : les femmes raflent 86 % des créations d’emplois depuis le retour de Trump, la droite s’inquiète pour les hommes

Sociétal

« Ce qui reste de toi » : Gaelle VLNT met en vers le deuil de sa grand-mère et la dépression qui l’accompagne

sommeil

Santé

Santé. Un « pacemaker de la langue » contre l’apnée du sommeil : des résultats confirmés sur 3 ans

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, NANTES

Bouaye (Bro-Raez) : pemzek karavanenn staliet war ur dachenn natur kizidik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ha skarzhet e vo karavanennoù ar Piano’cktail e Kervegon ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Kemper : Termajied dirak ar barner evit tennoù fuzuilh

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kemper : karavanennoù skarzhet eus parkva « La Playce »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Guérande, Local, Société

Ar Poulgwenn : An dilennidi o deus dalc’het penn d’an dermajied

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, Local

Gwenrann : ha setu ar c’haravanennoù en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Saint-Julien-de-Concelles (44) : 28 karavanenn o deus en em staliet e-kichen al lenn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Basse-Goulaine (44) : perak e vez kement a girri-tan devet ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Saint-Michel-Chef-Chef (44) : ur fuzuilhadeg etre Jipsianed

Découvrir l'article

E brezhoneg, GUINGAMP, Local, NANTES

Plouizi (Bro Dreger) : Ul leur-degemer evit ar gantreourien just dirak o ziez !

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.