Loudieg : karavanennoù en takad labourerezh Triskell

Fulor e Loudieg ! Karavanennoù a zo en em staliet d’ar 14 a viz meurzh en takad labourerezh Triskell, war tachenn al leti kozh Couet Hôtel. Hanter war un dachenn brevez hanter war an hent foran ez eus un dek bennak a garavanennoù, samorelloù, kirri-tan. Luget o deus o bitrakoù war ur post tredan foran ha plantet un duelenn er bonn dour. Trankil !

Ha padal e oa bet staliet reier gant an ti-kêr evit mirout ouzh karavanennoù d’en em staliañ forzh pelec’h met ne servijas da netra, kavet o deus un hent memestra.

Fuloret eo an dud o chom e-kichen dreist-holl an embregerezhioù ha pretioù a zo en takad-mañ.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

- Je soutiens BREIZH-INFO -

PARTAGEZ L'ARTICLE !

LES DERNIERS ARTICLES

ARTICLES LIÉS