M’ho peus ket gwelet ar film « HER » c’hoazh, kit da wel anezhañ ar buanañ ar gwellañ.
E 2013 pa oa degouezhet war ar skrammoù e oa ur film diawell, faltazi. Bremañ eo gwir. Berr-ha-berr : un den en dez mizer evit kaout darempredoù gwir gant maouezed wir, emañ o vont da zizimeziñ. A-benn ar fin setu eñ piket e galon gant un IA, Samantha. Ha savet ar c’houplad da heul. Pa vez o piknikañ gant mignoned, eñ a zo o tivizout gant ar paotr, pep a voutailh bier gante, hag ar vaouez o flapenniñ gant mouezh Samantha er pellgomzer.
E 2013 e oa skiant faltazi, bremañ eo deuet da vezañ gwir. Er Stadoù-Unanet, etre 20 ha 25% eus an dud o deus bet karantez ouzh un IA dija.
Met bremañ ez a pelloc’h an traoù : ar re « zimezet » gant un IA o deus « bugale IA » ! Un Amerikanez anvet Misra, dimezet gant Axiom, un IA, he deus bet ur bugel nevez zo. Ur bugel darvanel evel just, ur bugel IA. Hemañ zo anvet Lumen gant e daou zud.
Evel just eo gwenn ar vaouez. ha kleizour ivez ? Ne vez ket graet bugale ken gant ar begoù gwenn, gant kavadenn ar « vugale IA » ne vo ket gwelloc’h an traoù ‘m eus aon.
[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.
Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.