E Bro-Vigouden, ar gaochisted a-enep an douristed met evit muioc’h a repuidi !

Publicité

Ur c’hleñved-spered eo ar gaochism. E Penmarc’h, e Bro-Vigouden, luganioù a-enep ar douristed hag an eil-tiez a zo bet taget war mogerioù zo. Bon… n’eo ket souezhus kar bro-Vigouden a zo aloubet e-pad an hañv ha ker-ruz eo prizioù an tiez hag ar ranndioù abalamour d’ar brokañ war ar madoù leve hag an diouer a lojamantoù.

A zo gwasoc’h, d’ar 16 a viz eost zo bet diskrogn-dent etre un den eus ar vro war velo hag ar douristelez o c’haloupat. « Kae kuit ! N’out ket eus ar vro » a zo bet huchet outi hervez an Telegram.

Met p’emaomp gant ar luganioù : peseurt re a zo bet taget aze ? « Non aux résidences secondaires » eo an eil, taget war ur voger eus porzh Keriti hag an hini kentañ oa « Tourists go home, refugees welcome« .

Aze e weler splann gant piv eo bet graet an tagoù-mañ. « Refugees Welcome », ar gaochisted a zo er jeu, ken sur ha tra. Ha pere ? Marteze gaochisted pro-bzh ha c’hoazh n’eo ket sur. Hag amañ e komañs ar c’hleñved spered. « Refugees Welcome » ? Chantal ha Bernard eus Paris hag o deus prenet ar ranndi e Sant-Gwenole hag a zispign o arc’hant en holl stalioù ar bourk a zo anezhe boued ar c’hroug da skarzhañ ar buanañ ar gwellañ kar lakaat a reont ar prizioù da greskiñ.

Ok, lakomp !

Met, war un dro, Mamadou ha Mariam eus ar Mali, lojet, remedet ha maget gant arc’hant ar Vretoned a zo « pinvidikourien » da voumounañ. Ha ma c’hellfent degas gante o zud ha tout ar bled e vefe gwelloc’h c’hoazh evit ar Vretoned !

Setu kredo ar gaochisted ha setu sotonioù sortiet eus o fennoù toull ! Achu gant-se ! Achu gant sponterezh speredel ar gaochisted hag o broadelouriezh faos ! Ar re-se a fell dezhe skarzhañ tout ar C’hallaoued ha degemer an Afrik a-bezh e Breizh.

Ha petra a soñj tud Penmarc’h ? Ar paourkaezh maer, David Le Berre (tu-kleiz) en deus savet e vouezh war ar rouedadoù sokial met gantañ ez eus bet gwelet ur lugan « xenofob » !!!

« Refugees Welcome » zo xenofob ? Marteze en deus c’hoant hemañ lakaat en arvar an « tu-dehoù pellañ » hag ar « fachism », kement hag ober !

Siwazh dezhañ eo kentoc’h ar gaochisted o deus graet an tag-mañ.

E 2024 evit ar votadegoù europa, ar listenn Bardella hag ar listenn Knafo o deus tizhet, en holl, an 32% e Penmarc’h. N’eo ket sur ar « Refugees Welcome » a blijo d’ar re anezhe a oar saozneg.

Evel just ez eus ur gudenn e Breizh gant an douristelezh. Re zo re. Re a douristed e lec’hioù zo, re a aveadoù publik a zo dreistmentet evit degemer anezhe daou vizvezh diwar daouzek, re uhel prizioù an tiez abalamour dezhe, re, se zo sur ha d’ar Vretoned eo da brederiañ asambles war ar gudenn-mañ met, fidamdoue, poent eo prederiañ ivez war pouez ar repuidi hag an estrañjourien war hor bro.

« Touristed Kit kuit » (eus lec’hioù zo) se zo sklaer, met gallout a reer tagañ ouzhpenn « ha kasit ganeoc’h ar repuidi, mar plij » ha n’eo ket ar c’hontrol eo.

[cc] Article rédigé par la rédaction de breizh-info.com et relu et corrigé (orthographe, syntaxe) par une intelligence artificielle.

Breizh-info.com, 2026, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention obligatoire et de lien do follow vers la source d’origine.

Publicité
Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

4 réponses à “E Bro-Vigouden, ar gaochisted a-enep an douristed met evit muioc’h a repuidi !”

  1. RAYMOND NEVEU dit :

    Netra nevez dindan an heol goude echuet brezel e Aljeri gwellet bezed ur mor touristed o tont tost d’ar mor ha klevet a zo bet meur a wech ganim « maez an douristed brein » pe « kas da reor teo kuit »!

  2. Pêrig dit :

    Evel tud seven ne c’hellomp ket degemer e vez gaet drasterezh a seurt-se ouzh kirri. Se zo un doare dre zindan mezhus. Se zo labaskennek ha truek.

    Ned eus ken met ur paotrig faos ha souchet o vezañ laouen (dindan kont leonat e strollad pe an hini faos en deus krouet « Hervine de Kernolas » war X) a gav se mat. O rebechiñ d’an dud bezañ eus Enez-Frañs…eveltañ.

  3. Imor Leon dit :

    Siwazh, n’eo ket sirius tamm ebet hag un diac’hinad a zo pa ‘z eus anv eus an diouer a lojeiz e Breizh. Granville en deus diskouezet se en e levr « Komzoù dichipot ».

  4. Yannig Kermarc'heg dit :

    War a seblant e fell da dud zo stourm a-enep SBB war Breizh-Info. C’hwi zo tud franco-lealour ha setu tout. Treitourien !

    Normal eo tagañ kirri ar C’hallaoued. Gallaoued er-maez !

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

Animaux

Chien et maître : leurs cœurs battent au même rythme, selon une étude finlandaise

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Difennerien ar yezhoù « rannvro » o deus manifestet dirak « site etrebroadel ar galleg »

Sociétal

La Vierge brisée et la colère corse

marine_le_pen

A La Une, Politique

« Marine 2027-2032 » : et si Marine Le Pen gouvernait vraiment ?

Animaux

Cancer chez le chien : seuls 38 % des propriétaires vérifient leur animal chaque mois

téléconsultations

Santé, Social

Budget de la Sécurité sociale : les Français appelés à payer davantage en 2027

Local, Patrimoine

Andouille de Guémené : les élus bretons réclament une dérogation européenne

ST-NAZAIRE

Saint-Nazaire : le RN accuse les syndicats de mentir sur ses positions

Culture, Culture & Patrimoine

Le duel, le récit de Joseph Conrad adapté en bande dessinée.

quebec

International

Élections au Québec : Paul St-Pierre Plamondon, le souverainiste qui veut en finir avec la monarchie

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Histoire

Le sanctoral des mariniers bretons : une étude plonge dans l’univers religieux des marins du XVIe siècle

Découvrir l'article

Sociétal

La fille aux cheveux bleus de Penmarc’h

Découvrir l'article

Insolite

Théâtre. A Penmarc’h, une enquête policière avec L’heure des assassins, le dimanche 14 avril 2024

Découvrir l'article

Evenements à venir en Bretagne, Penmarc'h

Penmarc’h fête l’océan le samedi 03 juin sur le Port de Saint-Guénolé

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

Penmarc’h fête la langue bretonne, les 18 et 19 mars à la salle Cap Caval

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine

On connait l’affiche de la 4ème édition du Festival God Save The Kouign à Penmarc’h les 23 & 24 juin prochain.

Découvrir l'article

Local, Social

Retraites. Sondage à Penmarc’h

Découvrir l'article

Environnement, Local

Penmarc’h. Les Vagues se déchainent à Saint-Guénolé

Découvrir l'article

Environnement, Local

Ecologie. Ramassage de déchets à Penmarc’h [Vidéo]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Local

Penmarc’h fête la langue bretonne les 30 et 31 octobre

Découvrir l'article

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.