Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Emsaverien ar montenegreg a-enep ar gouarnamant

Daoust hag eo montenegreg ur yezh disheñvel diouzh ar serbeg-kroateg ? Amañ emañ an dalc’h.

Ar pezh zo, montenegriz kar-o-vro a glask goveliañ ur standard montenegreg dizalc’h diouzh ar serbeg hag ober ganti er vuhez pemdeziek kement hag er skolioù. Hogen, un tamm evel e Belarus, emañ cheñch-dicheñch mennozhioù stur ar gouarnamant war an dalc’h-se hervez piv a zo e penn ar vro. Er mare-mañ ez eus kentoc’h ur gouarnamant pro-serb, hervez ar batrioted bepred. Gouez dezhe e klaskfe Zdravko Krivokapic serriñ skol-veur Cetinje, an hini nemeti ma vez kenteliet ar yezh hag al lennegezh montenegrin. Soutenet e oa ar skol-veur-se gant ar ministr-kentañ kozh, ar sokialour Milo Djukanovic. Hogen, n’eo ket memes kont gant ar mirour Krivokapic. Hemañ n’eo ket ken entanet gant ar raktres broadel da c’hoveliañ ur yezh montenegrek distag diouzh ar serbeg-kroateg. Pezh a ra trouz er vro, dreist-holl er metoù patriot. Dilun dremenet e klaskas miliadoù a dud, kelennerien ha studierien batriot, mont-tre dre enfreuz e-barzh minister an Deskadurezh, ar Sevenadur, ar Skiantoù hag ar Sportoù, fulor ruz enno.

E 2011 eo bet lakaet ofisiel ar montenegreg en holl skolioù tra ma komz kentoc’h serbeg an dud er Montenegro. Hervez niveradeg 2011, 44% eus tud ar Montenegro a gomz serbeg ha 36% a gomz montenegreg. Met niverus-kenañ eo ar gumuniezh serb er Montenegro ha darn eus Montenegriz a sell ouzh o bro evel ur proviñs eus Serbi pe « Serbi-veur », evel ma oa mui pe vui da vare ar « Yougoslavi alaouret ».

Crédit photo : Pixabay (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Emsaverien ar montenegreg a-enep ar gouarnamant”

  1. PL44 dit :

    Bez ez eus yezhoù luksembourgeg (pe rannyezh alemaneg ?). Leoneg, aragoneg, astureg, e Stad spagnol ? Silezieg slavek ? Silezieg germanek ? N’eo ket aes atav.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Ensauvagement, Immigration, International, Justice

Immigration. Un gang serbe faisait entrer des clandestins tunisiens en France

Découvrir l'article

Immigration, International

Immigration vers l’UE. La Serbie a interpellé 4 500 clandestins et des passeurs, dont des Serbes

Découvrir l'article

International

Regain de tension au Kosovo

Découvrir l'article

A La Une, International

Kosovo : regain des tensions interethniques

Découvrir l'article

International, Vu ailleurs

«ZADUŠNICE». Un retour au Kosovo entre larmes et recueillement pour les familles Serbes

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Découvrir le Kosovo-Métochie – un cycle d’évènements au mois de février en région parisienne

Découvrir l'article

International

Convoi de Noël 2022 de Solidarité Kosovo : Contre vents et marées dans les enclaves serbes

Découvrir l'article

A La Une, International

Un Kosovar tente d’assassiner deux jeunes serbes

Découvrir l'article

International

Kosovo : sortie de crise au conditionnel

Découvrir l'article

A La Une, International

Comprendre le Kosovo et les grosses tensions actuelles

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky