Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Ar sindikadoù a-enep al labourerien estren en…Afrika-ar-su !

Trouz a zo en Afrika-ar-su er mare-mañ diwar-benn ijinourien eus Bro-gKuba. Hervez ar sindikad « Solidarity » e vez kalz uheloc’h goproù ar ijinourien guban implijet er vro eget re an ijinourien suafrikan. Abaoe mizioù e vez implijet ijinourien guban gant ministrerezh an dour hag ar puradur evit modernaat rouedad dour ar vro. Pezh zo, hervez Solidarity e kemer plas an ijinourien-se ijinourien suafrikan a ouenn vat ha gounezet e vez muioc’h a arc’hant gante eget gant re ar vro. Kaset eo bet an afer dirak al lez-varn gant Solidarity.

Hervez ar vinistrerez eo mennet klemm Solidarity gant un seurt « estregasoni » kement hag ar « gasoni a-enep ar bobl guban ». Hag ar vinistrerez da lakaat ar pouez war rol istorel Kuba e fin an Apartheid ha kement zo tout.

Emañ an ANC, ur strollad marksour anezhañ, e penn ar vro abaoe 1994.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ar sindikadoù a-enep al labourerien estren en…Afrika-ar-su !”

  1. PL44 dit :

    Marksouriezh pe get, bez eo bet feulsterioù ouzh embroidi (Mozambique, Zimbabwe) en Afrika-ar-su.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky