Soñj met ho peus, moarvat, diouzh afer Mila. Ur grennardez he doa burutellaet an islam war ar rouedadoù sokial e 2020. Diouzhtu e lammas ganti ar vuzulmaned hag an islamo-gaochisted. Bec’h d’ar Mila ! Ul lañvad a c’hourdrouzioù marv he doa bet (hag he dez c’hoazh !). Diwar-se, e rankas hi ha he familh mont da vevañ e kuzh rak djihadisted a zo atav o klask war o lerc’h evit ober o jeu ha gwasoc’h c’hoazh.

Kenderc’hel a ra Mila da vouetaat he c’hontoù war ar rouedadoù sokial, avat. Gant fotoioù, poltredoù. Evel an holl re yaouank a oad ganti he deus Mila karantez outi, ouzh he neuz… Betek treiñ sot gant-se ‘m eus aon. Plac’h outi hec’h-unan eo, sklaer evel daoulagad an naer.

Ne vir ket outi da lavarout he soñj diwar-benn ar bolitikerezh hag an islam gwezhave. N’eus ket pell zo he doa kaset ur gemenadenn amjestr diwar-benn Zemmour da skouer. Lod o deus komprenet da heul e oa a-du gant ar Z. Faziet o deus warni ! A-benn ar fin e kasas forzh kemenadennoù m’en em zislavare par ma c’helle ha ma toue ne oa ket « ur faskourez ». Betek sevel a-enepti aduerien Zemmour hag o doa kredet gwelet enni ur souten ouzhpenn ! Ur grennardez a 18 vloaz eo Mila ha n’eo ket ul louarn kozh eus ar bolitikerezh. Cheñch-dicheñch eo, atav o kaout he lavar hag he dislavar… Ha dreist-holl eo roget gant an aon bezañ drouglazhet gant ur muzulman hag en defe anavezet anezhi e korn ur straed bennak…

Met anzav a rankomp ne ra ar paouerkaezh Mila netra evit gwellat he jeu. Ar sizhun dremenet he deus roet abeg da fars kar embannet ganti war he c’hontoù e oa e soñj gwerzhañ he c’hulotennoù bihan hag he berrloeroù « kozh ha blazet mat » da aduerien zo prest da baeiañ evit se. Ar #Kilotegate ez eus bet graet eus an afer. Trouz da heul evel just ha setu ar paourkaezh Mila rediet da gavout digarezhioù ken toull an eil hag egile…

Dav e vefe d’ar guzulierien o rodal tro-dro dezhi bezañ atav o lagad war ar pezh a vez embannet ganti noz ha deiz, ‘m eus aon. Un arouez eo deuet da vezañ ar paourkaezh Mila met dreist-holl eo ur grennardez a 18 vloaz hag he deus c’hoazh he buhez da gas da benn. Rak ne bado ket atav ar gwask islamek war hor c’hevredigezhioù !

https://twitter.com/magicalorrs/status/1483046474946682881

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Société

Samuel Paty aurait-il mérité sa décapitation en discriminant les élèves musulmans ? La ligne de défense d’un avocat interroge

Découvrir l'article

A La Une, International

Tommy Robinson revendique une conversion chrétienne après la prison

Découvrir l'article

Politique, Religion, Société

Franc-Maçonnerie : Guerre fratricide entre frères sur la question de l’islam

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Société

Mafrance.app, ar lec’hienn evit kavout ho paradoz pell ag « int »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Sociétal, Société

Tangwall Crans-Montana : « Wesh », « Wallah », videoioù war-eeun ha « selfies dirak ar reuz

Découvrir l'article

A La Une, Religion, Sociétal

Chrétiens persécutés dans le monde musulman : une réalité massive, violente et largement occultée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique, Tribune libre

Islamouriezh : ar gourdrouz bihan hag ar goudrouz bras [L’Agora]

Découvrir l'article

Société, Tribune libre

Pas de voile, pas de crèche ! La laïcité contre le droit des peuples historiques [L’Agora]

Découvrir l'article

International

Royaume-Uni : quand les prêcheurs chrétiens deviennent les boucs émissaires de la police

Découvrir l'article

Education, Immigration, Religion, Sociétal

Islamisation de la jeunesse : une fracture française qui se creuse

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.